Dre amañ, dre aze

Rumm
Barzhoniezh
Yezh
Brezhoneg
Orin
Montroulez, A. Chevalier, 1885
Evezhiadenn
Reizhet hon eus an doare-skrivañ, ha dalc’het hon eus gant troiennoù orin (ar c’hemmadurioù, ar rannigoù, h.a.).
Treuzskrivañ
Sébastien Marineau
En hevelep levr :

Ar pichon koulm o c’hrougousat
D’e barezig a lâr dalc’hmat :
     Ro din ur pok bremañ,
     Ro din ur pok bremañ.

Ar vammig koulm, peurliesañ,
’Gas evel-henn he far da vesa :
     Roet em boa dit dec’h,
     Roet em boa dit dec’h.

    ***

Yann an Dalc’hus a zo paeron.
E filhor ’glev bep tro : « ’mezon
     N’em eus gwenneg ebet…
     Ur wech all ’vo gwelet. »

Paeron ’had boullik e jardin.
– O ! ’me ar marmouz, me ’gav din
     ’Hadit re stank ho piz,
     N’heuilhit fulenn ar c’hiz.

    ***

Nonnig diek ’vit gogeal,
’C’hoari poulig*, ’reiñ bronn d’ar bal,    [?] 
     A zo dispar er vro.
     Aet he danvez en-dro.

    ***

Paotr brav, Daniel mil micher !
Kement tra a’noc’h ’oar ober,
     Hag un draig ouzhpenn :
     Yota treut ’n e grogenn.

    ***

Fant ar Bizenn a vern madoù :
Sec’h eo evel ur c’hant tachoù ;
     Nemet dastum ne ra,
     Da zen ne ro netra.

Diskrog eo ur wech an durkez :
Brasañ joa e ti Fantig kaezh !
     Ar mab a frink gant lorc’h.
     Goude ’rastell ar forc’h.

    ***

Heñvel bev da Paol gornek
Eo ’n em gavet If genaouek.
    Pezh a ra, ne ra ket…
    Raktal er vourc’h a red…

Drol ! e wreg na wel den a-grenn
Met ar c’hazhed-koad ! daoust hag eñ…
     Un tadig kofesour
     ’Ve komaer ’vel an dour !

    ***

Eus traoù nevez ’zrailh ar person,
Litig na lonk nemet ar son.
     Infaillibilité !
     Hi ’lipfe ar gaou-se !

Ma ’velkent, he fask ’dap Litig !
« Koll an trebez, sec’h ar bilig…
     Ar c’hoari-se ’ve fall.
     Piv a chomfe em stal ? »

    ***

Beg flour Janed zo er piñsin,
An dud n’ehan da c’hoarzhin…
     – Kasit ho koap pelloc’h.
     ’Meus ket afer ouzhoc’h. –

Petra ’fell deoc’h ? An drouk-ijin
’Doa troet he fenn en tu gin…
     O ! nag a baotrezed
     Er puñs ’vel-se kouezhet !!