Son an tacher

Rumm
Barzhoniezh
Yezh
Brezhoneg
Orin
Paris, Alphonse Lemerre, 1879
Evezhiadenn
Reizhet hon eus an doare-skrivañ, ha dalc’het hon eus gant troiennoù orin (ar c’hemmadurioù, ar rannigoù, h.a.).
Treuzskrivañ
Sébastien Marineau
En hevelep levr :

Er vourc’h abaoe ma choman
Morzhol an tacher a glevan.

’Hed an deiz, ’hed an noz e sko !
Skeiñ a ra e vorzhol atav !

Sellit e zivrec’h noazh ha du
O tistreiñ an houarn a bep tu.

’Hed an deiz, ’hed an noz e sko !
Skeiñ a ra e vorzhol atav !

An heol kaer morse na wel,
Bepred glaou ha tan ruz er c’hovel.

’Hed an deiz, ’hed an noz e sko !
Skeiñ a ra e vorzhol atav !

Da vagañ e vugale keizh
Kant ha kant tach a ra bemdez.

’Hed an deiz, ’hed an noz e sko !
Skeiñ a ra e vorzhol atav !

Re all a ya d’ar pardonioù,
Eñ a chom da ober tachoù.

’Hed an deiz, ’hed an noz e sko !
Skeiñ a ra e vorzhol atav !

Tachouigoù, tachoù pennek,
Hag a houarn evit ur gwenneg !

’Hed an deiz, ’hed an noz e sko !
Skeiñ a ra e vorzhol atav !

Ehan a ra pep sul hepken
Evit klevet an oferenn.

’Hed an deiz, ’hed an noz e sko !
Skeiñ a ra e vorzhol atav !

Dibeut* a wech an tavarner    [nebeut] 
A wel en e di an tacher.

’Hed an deiz, ’hed an noz e sko !
Skeiñ a ra e vorzhol atav !

Bennozh Sant Alar ha Doue,
Ya, bennozh d’an oberour-se !

’Hed an deiz, ’hed an noz e sko !
Skeiñ a ra e vorzhol atav !

    e miz kerzu 1842