Son an nevez-amzer

Rumm
Barzhoniezh
Yezh
Brezhoneg
Orin
Paris, Alphonse Lemerre, 1879
Evezhiadenn
Reizhet hon eus an doare-skrivañ, ha dalc’het hon eus gant troiennoù orin (ar c’hemmadurioù, ar rannigoù, h.a.).
Treuzskrivañ
Sébastien Marineau
En hevelep levr :

    da Jeromig, eus a Gervegen

    un Tremeniad
Setu an nevez-amzer,
Petra ’ganit-hu, mesaer ?
Mesaerig kaezh, petra ’gan
Al labousig war al lann ?

    ar Mesaerig
Al labous gant levenez
’Gan ha ’gan e vignonez ;
El lann, evel pep labous,
Pep mesaer a gan e zous.

    an Tremeniad
Gwell a se ! Kanit atav !
N’eo ket hir an amzer vrav.
Karit mat ha kanit stank,
Laboused ha tud yaouank.