Rimoù bihan

Rumm
Barzhoniezh
Yezh
Brezhoneg
Orin
Paris, Alphonse Lemerre, 1879
Evezhiadenn
Reizhet hon eus an doare-skrivañ, ha dalc’het hon eus gant troiennoù orin (ar c’hemmadurioù, ar rannigoù, h.a.).
Treuzskrivañ
Sébastien Marineau
En hevelep levr :

        Kimiadoù

Allaz ! Setu an deiz da guitaat ho pro :
Kenavo, Kerneviz ! Ya, tud vat, kenavo !
— Kenavo, den yaouank ! Met deuit c’hoazh, deuit !
Perak mont kuit par ver gant an holl dud karet ?

        da Jesmi*  [ = Jasmin] 
        barzh Gwaskogn

    Barzhig kaezh, evit hon diwall,
    Lavaromp d’ar C’hallaoued fall :
    O kanañ Doue war ar maez
    Pep labousig en deus e vouezh.

        da Hersart

    Amzer gozh, o amzer santel !
    Neuze ’kleved, e Breizh-Izel,
    E pep koad kanañ an evned,
    E pep kêr kanañ ar varzhed !

        da Gaourintin

    Barzh yaouank desket ganin-me,
    Kaner mat, merour mat ivez,
    Da gorf a vagez gant an ed,
    Ha gant ar werzioù da spered.

        ar ruskenn

    Plac’hig, ho kalon zo heñvel
    Ouzh ur ruskennig leun a vel ;
    Hag ennoc’h, evel ar wenan,
    A voud ho soñjennoù bihan.

        ar rimouigoù

    Kan ar penn-glaouig a zo berr,
    Hogen ennañ pegen douster !
    N’eo ket hir ivez ar Bater.

        Yann Doussall hag e c’hemener

Doussall gant e vragoù bras a oa un den ! — Doussall
Bremañ gant e vragoù hir en deus man ur pesk sall :
        Kemener ! Kemenerig !
        Te a zo un traitourig !

        Gwerzioù skrivet war zor ur maner kozh

  Ur c’horrigan, e-pad un noz,
  En deus me graet gant e nadoz.

        war vez an Aotroù ar Gonideg

Peulvan, deskit d’an holl anv ar  Gonideg,
Den gouiziek ha den fur, tad ar gwir brezhoneg.

        war di an Aotroù Malo Korret*  [ = La Tour d’Auvergne]

            Kleze dir er brezel ;
            Levrig aour em c’hastell.