Pedenn al labourerien

Rumm
Barzhoniezh
Yezh
Brezhoneg
Orin
Paris, Alphonse Lemerre, 1879
Evezhiadenn
Reizhet hon eus an doare-skrivañ, ha dalc’het hon eus gant troiennoù orin (ar c’hemmadurioù, ar rannigoù, h.a.).
Treuzskrivañ
Sébastien Marineau
En hevelep levr :

    war don Santez Mari
 
    I
O Sant Alan, sant bro Skaer, steredenn Breizh-Izel,
Levenez an Aelez kaer dindan o divaskell,
Diouzh ho kador alaouret ha savet dreist al loar,
Roit ur sell garantezus deomp war an douar.
 
    II
Allaz ! Ni a zo tud paour, tud paour diwar ar maez !
Koulskoude d’ho ti santel e teuomp alies ;
Ya ! Dre ar fallañ hentoù, hañv-goañv, e teuomp holl,
Skornet bep sul gant an erc’h, devet gant an heol.

    III
Un difenner a glaskomp : kriz eo hor buhez ;
Warnomp al labour atav, atav ar baourentez ;
Bemdez kalon an douar a doullomp gant an houarn,
Re all a zebr ar gwinizh hadet gant hon daouarn.

    IV
Hogen, sellomp uheloc’h ! Ur bed all a vezo,
Pep unan diouzh e ober neuze en devezo :
Fall labourer an hini a gav e vec’h re vras,
Ha fall gristen an hini ne oar dougen e groaz.

    V
Evel bugaligoù kaezh tostaet en-dro d’o zad,
Setu-ni holl daoulinet en-dro deoc’h*, sant mat :    [da zistagañ de-oc’h] 
Kalz ac’hanomp er vro-mañ, kalz o deus hoc’h anv.
Er bed-mañ hag er bed all bezit ganeomp atav.

    VI
O Sant Alan, sant bro Skaer, steredenn Breizh-Izel,
Levenez an Aelez kaer dindan o divaskell,
Diouzh ho kador alaouret ha savet dreist al loar,
Roit ur sell garantezus deomp war an douar.

            Da gonfortiñ ar Vretoned
            Ar bedenn-mañ em eus savet.

                        Skaer, e miz eost 1843