Paotred Ploveur

Rumm
Barzhoniezh
Yezh
Brezhoneg
Orin
Paris, Alphonse Lemerre, 1879
Evezhiadenn
Reizhet hon eus an doare-skrivañ, ha dalc’het hon eus gant troiennoù orin (ar c’hemmadurioù, ar rannigoù, h.a.).
Treuzskrivañ
Sébastien Marineau
En hevelep levr :

    gwerz

    I
Tud yaouank, tud glac’haret da guitaat ar vro,
Kasit ganeoc’h, kasit an esperañs atav :
Skediñ a ray war hoc’h hent evel ur sterenn gaer,
Ha dirak ho taoulagad pa zistrofet d’ar gêr.

    II
– Bez’ ez oe un amzer, un amzer zu ha kriz,
An holl dud yaouank a roe mallozh d’o yaouankiz,
A-rummadoù da Vro-C’hall mont a raent pep bloaz,
Allaz ! Ne zistroent mui da Vreizh-Izel biskoazh !

    III
Nann ! E nep lec’h eus a Vreizh ne weled o vale
Nemet ar re vac’hagnet, re gozh, ha bugale ;
Ne oa gour da labourat na da vleinañ an el* ;  [pe eler, arar] 
Ar gwragez a ehanas en diwezh da c’henel.

    IV
Napoleon oa ar roue, ar gwir vleiz a vrezel
Hep truez d’ar mammoù paour a skrape o bugel :
Lavaret ’reer er bed all emañ en ul lennad,
Emañ betek e c’henoù en ur poull leun a wad.

    V
Pa’z oe anvet re Ploveur d’al lazherezh vras-se :
« Ar bleiz zo gant an deñved, emezint-i neuze !
Ya ! An droug a zo warnomp ! Dougomp eta hon droug
Ha d’al loen gouez ha ferv astennomp hor gouzoug. »

    VI
D’ar beleg e lavarjont : « Setu deiz an anken,
Gwiskit ar stol wenn ha du evit hor binnizhien* » ;    [pe bennigañ] 
D’o c’herent : « Gwiskit ivez ho tilhad kañv ha du » ;
D’ar c’halvez : « Grit evidomp, grit un arched diouzhtu ».

    VII
Tra spontus ! Dre ar parkoù hag al lann o gwelet
Ar soudarded yaouank-se o tougen o arched :
Renañ a raent d’o bez ha dirazo ar c’hañv*,    [c’haoun] 
O kanañ gant ar beleg pedenn an anaon*.    [anaoun]

    VIII
Meur a zen garantezus eus an holl drevioù
Oa deuet gant gouloù koar, ar c’hloc’h hag ar c’hroazioù,
Daoulinet war lez an hent un darn a lavare :
« It, kristenien ! Evidoc’h pediñ a raimp Doue. »

    IX
E-kreiz lann vras ar Gozker, war lezenn ar barrez,
Chom a reas tud ar c’hañv ; eno oe an enkrez :
En arched e oa taolet o blev, o gouriz,
Hag ar c’hañv holl a ganas neuze : DE PROFUNDIS !

    X
An tadoù a hirvoude, allaz ! Hag ar mammoù
A strinke o tifronkañ o ene d’an neñvoù ;
An holl etre o divrec’h a c’halve o mibien
I, evel pa vent marv, ne lavarent mui ken.

    XI
En ur sioulded gristen, hag hep sellet a-drek,
Kuit ’ejont o tilezel o buhez gant Doue ;
A-hed ar wenodennoù ez aent daou-ha-daou,
Ken trist hag an anaon, tristoc’h hep lâret gaou.

    XII
Gant Doue eo m’int, siwazh ! Ha dindan an douar
O eskern a zo gwennoc’h [eget] ar gouloù koar,
Ar gerent nec’het ivez er bez zo diskennet :
An tadoù hag ar mibien, holl ez int tremenet !

    XIII
– Tud yaouank, tud glac’haret da guitaat ar vro,
Ar peoc’h a zo er bed hag ar bed a zo brav,
It eta a galon vat e-pad ho yaouankiz !
C’hwi a lavaro un deiz : « gwelet em eus Pariz ! »

    e miz ebrel 1839