Mari

Genre
Poetry
Language
Breton
Source
Paris, Alphonse Lemerre, 1879
Notice
The spelling has been modernized, but some forms (mutations, verbal particles...) has been kept.
Transcription
Sébastien Marineau
In the same work :

    war don Kont a Jafrez

Pa zeuan ken trist dre ho kêr,
Na spontit ket, tud ar Vouster,
Me ’glask va c’hoant, n’ont ket ul laer.

Dre-mañ me ’heulias alies
Em yaouankiz ur plac’hig kaezh,
Evel ul labous he farez.

Pelec’h emañ ar plac’hig kaer ?
Na spontit ket, tud ar Vouster,
Me ’glask va dous, n’on ket ul laer.

Gant he c’hoef digor d’an avel,
Hi oa e-giz un durzhunell,
Pa ’n em zispleg he divaskell.

Kollet eo an durzhunell gaer !
Na spontit ket, tud ar Vouster,
Me ’glask va c’hoant, n’on ket ul laer.

Er vourc’h, goude ar gousperoù,
An holl a lâre, tro-war-dro :
« Hounnezh eo flourenn ar vro ! »

O yaouankiz flour ha re verr ! —
Na spontit ket, tud ar Vouster,
Me ’glask va dous, n’on ket ul laer.

    e miz gwengolo…