al Liorzh

Rumm
Barzhoniezh
Yezh
Brezhoneg
Orin
Paris, Alphonse Lemerre, 1879
Evezhiadenn
Reizhet hon eus an doare-skrivañ, ha dalc’het hon eus gant troiennoù orin (ar c’hemmadurioù, ar rannigoù, h.a.).
Treuzskrivañ
Sébastien Marineau
En hevelep levr :

     d’an Aotroù Yann ar Beg, kelenner
     war don Teofilus

Lez ul liorzh dudius a oa hanter zigor,
Ur c’hwrac’h a lavare ’giz-se war doull an nor :
« Bokedoù zo amañ, va Doue ! ha frouezh !
Ha traoù mat da zebriñ ha da c’hwesha ivez !

Ul liorzh all ’anavan, allaz ! Ul liorzhig zu :
An aotroù, pa zeuin, a zigoro diouzhtu ;
Evit kousket didrouz ul lec’h don em bezo,
Un den pinv’ik em harz marteze ’c’hourvezo. »

– Hogen un den fur-bras oa o vale el liorzh :
« Da betra, va mamm gozh, e chomit-hu er porzh !
Deuit em liorzh, deuit ! Me eo an aotroù.
Mamm gozh, debrit frouezh, c’hweshait bokedoù. »

    e miz du 1837