an Derv

Rumm
Barzhoniezh
Yezh
Brezhoneg
Orin
Paris, Alphonse Lemerre, 1879
Evezhiadenn
Reizhet hon eus an doare-skrivañ, ha dalc’het hon eus gant troiennoù orin (ar c’hemmadurioù, ar rannigoù, h.a.).
Treuzskrivañ
Sébastien Marineau
En hevelep levr :

    war don Klevomp, kozh ha yaouank

    I
Kanomp holl an derv, roue ar c’hoadoù bras !
Kanomp holl, tud yaouank, ha kanomp ar gwez glas !
Kriz eo an hini a droc’h an dervenned :
Allaz ! Kement a wez e Breizh zo diskaret !

    II
Ar gwez a zo santel ! Ar gorriged*, bemnoz,    [ar gorriganed] 
A zeu da gorolliñ war-dro an derv kozh ;
Hag an anaon kaezh, da sklêrder al loar,
A skuilh eno daeroù, daeroù war an douar.

    III
Gant e zelioù stank bras un derv kant bloaziad,
Ha gant e vlev hir war e chouk ur Breizhiad
A zo evel daou vreur : hep lâret gaou,
Leun a nerzh, a vuhez, krenn ha kalet o-daou.

    IV
Gwelet em eus, e Skaer, un derv ken uhel
A save en neñvoù e veg dreist an avel ;
Ur gourener ivez ken start em eus kavet
En doa ouzh an douar e dreid ’gozik staget.

    V
Ma ve gant ar gurun d’an douar diskaret,
Ul lestr gant e gorf don, ul lestr bras a vo graet :
Labourit ’ta, kalvez ! Ha deuit, tud a vor !
Roue ar menezioù zo c’hoazh roue ar mor.

    VI
C’hwi ivez, maeziaded, deuit ! Ha gant pep barr
Grit peulioù ha freilhoù, gant ar c’hef un arar !
Met savomp da gentañ e kornig an hentoù
Lammgroaz war behini oe staget Hon-Aotroù.

    VII
’Tal va bez, tud yaouank, c’hwi ’lakay un dervenn,
Hag an eostig klemmus a gano war he fenn :
« BRIZEUX, BARZH BLEV MELEN, AMAÑ A ZO BEZIET,
HENNEZH A WIR GALON ’GARE AR VRETONED. »

    e miz even 1837