ar Bleuñv lann

Rumm
Barzhoniezh
Yezh
Brezhoneg
Orin
Paris, Alphonse Lemerre, 1879
Evezhiadenn
Reizhet hon eus an doare-skrivañ, ha dalc’het hon eus gant troiennoù orin (ar c’hemmadurioù, ar rannigoù, h.a.).
Treuzskrivañ
Sébastien Marineau
En hevelep levr :

    war don Evnig a gan er c’hoad uhel

    ar Plac’h
Hag e pe amzer evidon,
Den yaouank, e verv ho kalon ?
Klevit : pa em’ ar bleuñv el lann,   [pa em’ = p’emañ] 
Pe ar bleuñv melen er balan ?

    an Den yaouank
O daou, vat ! O deus bleuñv melen,
Lann ha balan, koantig Elen ;
Hogen el lann emañ, em c’hiz,
Bleuñv karet gant ar yaouankiz.

    ar Plac’h
Ha perak, va mignonig kaezh,
Lann en deus bleuñv a garantez ?

    an Den yaouank
Setu perak, mignonez kaer :
Lann en deus bleuñv e pep amzer.

    –

    e miz even