al Levenez

Rumm
C’hoariva
Yezh
Brezhoneg
Orin
Gwened, Émile Mahéo, 1924
Evezhiadenn
Adaozet hon eus ar Brezhoneg Gwened diouzh doare KLT.
Treuzskrivañ
Sébastien Marineau
En hevelep levr :

Ar re a c’hoari : Harskoed, Judog, – ar Bobl, Kado, Lilia, Talhouarn ha re all – Izola.

Ar c’hoarilec’h a zo er mem’ tachad.

HARSKOED
Ha ! ha ! ha ! ha !… Na peseurt tra ! Biskoazh er bed
Tra ebet bourrusoc’h n’en deo ket bet gwelet.

JUDOG
C’hoarzhin a rez, Harskoed, a galon vat !

HARSKOED
                                                                         Biskoazh,
E m[a] faourkaezh buhez, Judog, n’em eus ket c’hoazh
c’hoarzhet kement arall !

JUDOG
                                              Perak ’ta ?

HARSKOED
                                                                 Perak ’ta ?
N’en dout ket deut tuchant war an aod ? Peseurt tra !
Pas… Ret emañ c’hoarzhin va gwalc’h ! Ha ! ha ! ha ! ha !

JUDOG
Mar c’hoarzhez kement-se, lâr a-wael ’vit petra !
Edon-me eus ar mor ha n[e] anavan ket
Ar pezh a zo arru en deizioù tremenet.

HARSKOED
Amañ, setu ! Ar pont a stag diouzh an douar bras
An enezenn…

JUDOG
                          Me ’oar : doue ar mor her savas…

HARSKOED
Ya, e sikour gantañ !

JUDOG
                                      En un noz…

HARSKOED
                                                             Pas, eizh deiz
Hon eus razh labouret ’vit ober ar pont-se.
Ne vern, lâret e vo emañ doue ar mor eo
En deus her graet ! Lakeomp ! Newazh, ar wirionez
A zo gwell ’vit ar gaou !

JUDOG
                                           An doueed a zo kreñv51.
Int a ra traoù souezhus !

HARSKOED
                                            Feiz ya, tra ma’z int bev52 !
N’ouzez ket peseurt marc’had en deus – en anv
Doue ar mor – ’vit ar pont – graet ar beleg-bras ?

JUDOG
                                                                                         Nann.
Setu eizh deiz ma’z oan er mor o pesketaat.

HARSKOED
Gant un dian’vezour eñ en deus graet marc’had
Penaos ar c’hentañ bev en dev’fe treuzet
Ar pont, pa vefe bet echu, a vefe bet
D’an doue, ya roet d’an doue, ’vit mat, korf hag ene53.
Setu !

JUDOG
            Ha petra zo degouezhet ?

HARSKOED
                                                          Ar bravañ
Tra a zo bet gwelet, sur er-walc’h, er vro-mañ,
A-c’houde m’en deus tud bev a-barzh.

JUDOG
                                                                      Petra ’ta ?

HARSKOED
Ha ! Laosk-me da c’hoarzhin !… An dian’vezour-se
Hag a zo o prezeg dre-mañ un doue nevez
En deus, dirak ar bobl, ur wech ar pont achu54,
Lakaet, n[e] ouzez ket piv d’hen treuziñ ?

JUDOG
                                                                          Nann, piv ?

HARSKOED
Ur c’hazh, Judog, ur c’hazh ! Ha ! Laosk-me da c’hoarzhin.
Ar beleg-bras, me ’soñj, a zo aet d’n’em veuziñ
E donded eus ar mor, gant ar mezh en deus bet,
Hag o welet ar bobl ’enep dezhañ savet.

JUDOG
Ar bobl ?

HARSKOED
                Ar bobl en deus gwelet e-men emañ
Ar wirionez : lorbet eo bet bete-bremañ,
Ya, lorbet ha spontet, gant un doue hep truez
Hag hep kalon, a zeu da glask, pep ugent vloaz55
Unan eus ar merc’hed yaouank eus ar tribu
’Vit ober anezhi e v[a]ouez ! Ha !… Tu-pe-du !
Nag a vourdoù a reer d’ar gaezh tud da lonkiñ
Pa n’en deus ket hini doezh er-walc’h d’o diskouez56 !
Met arru eo Kado, an den kreñv hag abil
Ha setu diraktañ hon doueed a-dreuz-kil
Ha sklaer, diragomp-ni, ar wirionez !… Judog,
Pa sav splannder an heol, kleviñ a reer ar c’hog
O kaniñ !… C’hoant em eus da ganiñ, me ivez,
– dirak an heol nevez a sav – va levenez.
Selaou ! Emañ an holl ’veldon – kaniñ a reont57
Rak m’en deo bet salvet Izola dre ar sant.

AR BOBL a gan
          Levenez ! Levenez !
     Meulomp holl ar gwir Doue
          ’Vit ar verc’h a zo bet
     A zorn an diaoul skrapet.
          Levenez ! Levenez !
     Meulomp holl ar gwir Doue !

Ar bobl, gant Kado, a zo deut war ar c’hoarilec’h hag en em laka, ar baotred d’un tu, ar merc’hed d’an tu arall, Kado er c’hreiz.

LILIA
Peseurt burzhudoù kaer, o Tad, hoc’h eus-c’hwi graet58 !

KADO
En deus graet ar gwir doue.

LILIA
                                                  A-c’houde m’en doc’h deut59
Da vevañ en hor mesk : ar beleg-bras a-blad
Gant e zoueed ; Talhouarn gwellaet… na pegen mat
’Oc’h-c’hwi ha pegen kreñv !

KADO
                                                    Enor hepken da Zoue
Hag en deus, dre va dorn, graet ar burzhudoù-se.

Uheloc’h, ’vel ma kaner en iliz : ar bobl a respont war ar mem’ ton.

C’hwi a gred holl ennañ ?

AR BOBL
                                             Ni a gred !

KADO
                                                                 C’hwi her meul60 ?

AR BOBL
Ni a venn her meuliñ, dalc’hmat, a vouezh uhel.

KADO
C’hwi her c’har ? C’hwi a venn her servij ?

AR BOBL
                                                                           Ni her c’har
Hag a venn her servij tra ma vimp war an douar.

KADO
C’hwi a dou kement-se ?

AR BOBL
                                            Ni a dou[i] !

KADO
                                                                 Netra mui
Ne c’hello ho tistreiñ eus an hent a heuli
Bugale ar gwir doue ?

AR BOBL
                                       Netra mui, ni hen tou[i] !
KADO
Nag an diaoul hag a glask, hep arsav, ho kousi ?

AR BOBL
Milliget an diaouled !

KADO
                                       Nag ar plijadurioù ?

AR BOBL
Nag ar plijadurioù, nag an dud, nag an traoù,
Netra, da virviken, ne c’hello hon distreiñ
A-zioc’h an doue hoc’h eus hon desket da gariñ.

KADO hep kaniñ
Na eürusaet ’on-me !… Trugarez, va zud vat.
Bennozh an Aotroù Doue warnoc’h, en anv an Tad,
En anv ar Mab, en anv ar Spered-Glan ! Amen !
Bennozh Kado warnoc’h ivez !… Ar mestr a venn
Ma chomin c’hoazh ganeoc’h un herrad, ’vit deskiñ
E lezenn santel deoc’h ha ’vit ho padeziñ.

TALHOUARN
Ya, chomit en hor mesk, o tad, pell amzer c’hoazh,
Rak, war-lerc’h ar splannder, an noz zo dalbezh gwazh.
Chomit ganeomp ’vit reiñ bennozh an Aotroù Doue
D’ar re a za er bed, d’ar re varv… hag ivez
D’ar re a venn stagiñ an eil diouzh egile
O c’halonoù gant rañjenn aour ar garantez.

KADO war an ton-iliz
Bennozh Doue a gouezho, va zud vat, war ar gwez
’Vit ma vo bleuñv ha ma vo frouezh war-lerc’h enne !
Bennozh Doue a gouezho war ar mor – ’vit ma vo
Bevañs a-barzh ’vit holl ar re a besketao !
Bennozh Doue a gouezho war an douar, ma taolo
Eost er-walc’h ’vit magiñ ar re a labouro !
Bennozh Doue a gouezho war holl ar c’havelloù
’Vit lakaat da vlejiñ enne bugaligoù !
Bennozh Doue a gouezho war ar priedoù glan
’N em reiñ unan d’an all, hervez lezenn an neñv61 !
Diouzh ’n’ em zistreiñ a-benn d’ar merc’hed yaouank, hep kaniñ.
Izola, trugarez hon eus lâret da Zoue
En devout bet roet dit en-dro da liberte
Ha gouarnet da vuhez diouzh kounnar ar mor don.
Libr ’out, ya libr a gorf ha, gwell c’hoazh, a galon.
N’en dout ket mui rouanez, met ur verc’h dous ha yac’h
Em eus troket…

A-benn d’ar bobl

                              C’hoarzhit, va zud vat…

An holl a c’hoarzh.

HARSKOED
                                                                          ’Vit ur c’hazh !
Plijit gant diaoul ar mor, en don eus e balez
C’hoari gant ar c’hazh-se, o c’hortoz e rouanez !

An holl a c’hoarzh muioc’h-mui !

KADO
Izola, p’en deo gwir, er bed-mañ, n’en deus mui,
’Vit gounit bara dit, den ebet, nann, hini,
Diouzh ’n em zistreiñ a-benn d’ar baotred yaouank
Choaz, e-mesk ar baotred yaouank a zo aze,
An hini a blij dit.

HARSKOED
                               Ya, rouanez, choaz da roue !

KADO o welet penaos Izola a bleg he fenn hep lâret netra
Choazet eo, – a werz zo hag hep distro, m’her goar62.
Tosta enta, Talhouarn ; dre an dorn, kemer hi.
Dirak an holl, diragon-me, a zalc’h lec’h Doue
Ha lec’h ho tud, fiañset ’oc’h, va bugale.

AR BOBL
          Levenez ! Levenez !
     Meulomp holl ar gwir Doue,
          Harpet war e vennozh63
     Un den a gerzh kreñvoc’h64.
          Levenez ! Lenevez !
     Meulomp holl ar gwir Doue !

KADO
Bezit dalc’hmat, va bugale, war hent an neñv65 !

LILIA
Ha me, tad ?

KADO
                        Te ’vo-te, Lilia, ar gaerañ
Lilienn a gresko, tra ma vin-me c’hoazh bev,
War douar ar Vretoned. Bokedoù a bep liv
A gresk e jardin Doue, hag o frond, hep arsav,
’Vel ezañs prizius, a-benn d’an neñv a sav.
Te ’vo-te ur boked hep par, o krouedur glan,
Hag a vleunio, e-kreiz jardin Doue, te-unan.
Eürus ar c’halonoù divlam : int a wel Doue !
Ne weler ket, a-ziavaez, o bravite.
Bremañ, rekis eo deomp, va zud vat, ’n em guitaat.

TALHOUARN
Chomit ganeomp dalbezh ; n’hon dilezit ket, tad.

KADO
Un deiz, pa vo ho feiz sonn, ’vel an derv a sav,
Uhel o fenn, dindan an heol, dindan ar glav,
Ret e vo din, allaz, lâret deoc’h kenavo
’Vit monet da andur ar marv, pell diouzh ho pro.
En etretant, va bugale, me ’chom ganeoc’h.
Va zi a vo, du-hont, en enezenn, er groc’h
A servije da c’houarn, tri deiz, rouanez ar mor,
Betek ma vefe bet palez he roue digor ;
Met, selaouit ! Ur pont etrezomp a chomo
Ha – brav pe vil ar mor – lies ni ’n em welo
Dre ar pont-se en deus beleg an diaoul savet.
Ni ’n em welo lies, va bugale karet !
Me ’gomzo deoc’h a Zoue, a Jezuz ar Salver,
Eus ar Werc’hez, e vamm, ha ’vel-se, an amzer
A dremeno dousig, betek ma teuy an noz
Da chom, ’vit birviken, en ho taoulagad kloz,
Met, an deiz-se, selaouit mat ! Va bugale !
C’hwi a welo ar pont em eus savet deoc’h, me,
Ho tad hag ho pugul66 – ya, ar pont burzhudus
A ya, eus an douar-mañ d’ar rouantelezh eürus,
Va bugale karet, c’hwi her gwelo neuze
O sevel, lugernus, ’vit ho kas… betek Doue.

AR BOBL
Tad santel, c’hwi eo – a zo roue ar mor
Hag, a-dal hiziv – pobloù an Arvor
A gano enor – d’ar manac’h Kado
Abostol ar Vro.
Kado, roue ar mor,
Gouarnit ar feiz bev en Arvor.


51 W kriù

52 W biù

53 W inéan

54 W echiù

55 W vlé

56 W diskein

57 W rant

58 W groeit

59 W deit

60 W mel

61 W néan

62 W  goui

63 W vennoh

64 W kiùoh

65 W néan

66 W pastor