ar Splannder

Genre
Théâtre
Langue
Breton
Source
Vannes, Emile Mahéo, 1924
Remarques
Nous avons adapté le texte du breton vannetais au breton KLT.
Transcription
Sébastien Marineau
Dans le même ouvrage :

EIL LODENN

Ar re a c’hoari el lodenn-mañ : Gwenargant, Lilia, Ro-zenn – Talhouarn – Kado – ar Bobl, ar Beleg-bras, Kennor, Alan…

En ul lec’h distro, ’vel el lodenn kentañ. Merc’hed ya-ouank azezet pe en o sav.

GWENARGANT
Na pegen trist ’out-te, Lilia ! Trist ha mut !

LILIA ’vel o tisoc’h eus un hun hir
Gwenargant, Gwenargant, pegen fall eo an dud !
Biskoazh n’em befe bet soñjet e oent ken fall !
Tarzhet o deus e zaoulagad… setu eñ dall.
Bout dall, hep gellet mui jamez gwelet netra,
Nag an dud, nag an traoù !… Gwenargant, peseurt tra !
Kenkoulz e vefe bet dezhe hel lazhiñ tre !

ROZENN
Perak en deus-eñ ’n em savet ’enep d’an doue ?

LILIA
Ne ’teus ket selaouet enta petra a lâr ?
« N’en deus ket doue ebet, en neñv na war an douar,
Hag a c’houlenn ar marv ’vit hini. »

GWENARGANT
                                                                Abil eo.

LILIA
Ya, rak skoleet eo bet ’vit bout drouiz, eñ ivez
Ha deut e vefe bet da vout un deiz marse
– Piv ’oar ? – ur beleg-bras, ar brasañ eus ar re
A zo bet, rak gantañ emañ ar wirionez.

GWENARGANT
Eñ a nac’h an doueed ha te ’lâr ’vitañ, te,
Lilia, ken devot ?

ROZENN
                                Ne gomzez ket re greñv20
Er feson-se !…

LILIA
                            An noz a zo dindan achu21.
An noz, ya, aet eo razh e daoulagad Talhouarn
’Vit ober eus e gorf un ti-kloz hag a c’houarn,
’Vel an tan en oaled, sklaerder ar wirionez
Dalbezh bev, dalbezh splann, ’vel an heol da greisteiz.

GWENARGANT
Te ’gred ar pezh a lâr ?

LILIA
                                         Me ’selaou va c’halon
A gomz ha me ’spurmant, pa glevan an dasson
Eus an taoloù a sko, penaos an deiz a za
Ma ne vo ket ar gaou a vo mui doue !

ROZENN
                                                                  Petra
Neuze ?

LILIA
               Ar gwir !

ROZENN
                                 Folliñ a rez, paourkaezh !
LILIA
                                                                                An holl,
’Veldon, kent pell, er vro, ha mui-mem’ a vo foll.

ROZENN
Setu eñ !

GWENARGANT
                Pe truez !

ROZENN
                                  Pellaomp.

Mont a ra kuit gant Gwenargant.

LILIA
                                                   Me ’chomo, me.
TALHOUARN a dastorn
Allaz ! Allaz ! E-men emañ splannder an deiz ?
Ar vurezh eus an douar, gant an tommder, a sav22
En-dro din ha me ’glev o trouzal an delioù23,
Pa c’hwezh an avel, dous ’vel un anal, enne.
O ! Gwelet c’hoazh ur wech, p’en dint e bleuñv, ar gwez !
Me ’glev evned ar c’hoad o kaniñ, gwiv ha skañv
Hag ar mor, pell, du-hont, o skeiñ, ’vel un diskan.
Allaz ! E-men emañ ar splannder a garan ?
An noz, an noz dalc’hmat, en-dro din hag ennon24.
Hag en teñvalded-se, pas hepken ur sterenn !
E-men emañ bremañ ar splannder ? – M’her goulenn
Gant an doueed, mard eus a-wael unan er bed !
E-men emañ ar gwir splannder ?… Respont ebet !
An doueed a zo mut hag an noz teñvaloc’h
Pe teñval ! Ha sterenn ebet c’hoazh ne zisoc’h !
Maleur war va buhez ! Maleur war an dud fall
Eo leun o daoulagad a heol, p’en don-me dall.

LILIA dousig
Talhouarn !

TALHOUARN
                     Piv a gomz etalon ?

LILIA
                                                        Lilia,
Merc’h Rinog.

TALHOUARN
                          Me ’anav da dad… Penaos ez a
Gantañ ?

LILIA
                Mont a ra mat : emañ, gant va breude[u]r,
Er mor, a-c’houde dec’h, rak kaer eo an amzer.
Int a glask ar pesked, rak gante a vever.

TALHOUARN
Me, me ’glask, hep arsav…

LILIA
                                                  Petra ’ta ?

TALHOUARN
                                                                     Ar splannder !
Pas ’vit va daoulagad ; marv ’int !

LILIA
                                                            Al loened gouez25 !
Ar gwashañ tra a c’hell bout graet da unan bev26,
Graet eo bet dit, allaz !

TALHOUARN
                                          Sklaerder an daoulagad
N’en deo ket kalz a dra, p’n’em lakaer da c’hoantaat,
’Vit ar spered, sklaerder kuzhet ar wirionez.
Kollet din an arall, me ’glask ar sklaerder-se,
Hep arsav, met, allaz, rekis eo din lâret
Penaos, betek hiziv, n’em eus ket he kavet.
Splannder santel ar gwir, deu’t enta ha skarzhit27
An teñvalded a garg, a werz zo, va spered.
Mard eus un doue bennak, a-dreist deomp, deskit din
Penaos n’en deo ket graet anezhañ evit reiñ
– ’Vit ar c’hoant eus ur verc’h en dev’fe karet –
Ar spont hag ar glac’har d’an dud en deus krouet,
Met kentoc’h ’vit daskor levenezioù28 dezhe.
O Lilia, e-men emañ-eñ an doue-se ?

KADO hag en deus-eñ selaouet a-c’houde ur momandig.
Den yaouank, me ’zesko-me dit e-men emañ
An doue-se a glaskez.

TALHOUARN
                                       Piv a gomz, Lilia,
piv a gomz etalon ?

LILIA
                                   Un den ’vel ne weler
hini gwisket ’veltañ.

KADO
                                    Ne vern piv ’on, va bre[u]r !

TALHOUARN
« Va breur ! » Setu, me ’soñj, ar wech kentañ ma reer
An anv sakret-se din, gant kement a zouster.

KADO
Breudeur ’omp, p’en deo gwir hon eus razh ar mem’ Tad,
Ya, hon Tad hag a zo, war un dro, an Holl-Vad,
An Holl-Galloud, an Holl-Sklaerder – ar Garantez.

LILIA
Na peseurt traoù souezhus !

KADO
                                                   Eñ hepken a zo Doue.
En neñv, er mor, en douar a zo e rouantelezh
Hag holl an traoù krouet a gan e vadelezh.

LILIA
Talhouarn, setu an doue a glaskez !

TALHOUARN
                                                                 Tad santel,
Va daoulagad a zo krevet ; newazh, me ’wel,
Ya, me ’wel o sevel diragon traoù nevez.
Ar wirionez a leugn va spered – hag a oe,
Bete-bremañ, beuzet en un noz ken teñval29
Ma vefe bet marse gwelloc’h ’vidon mervel !
Ne vern piv ’oc’h, ne vern pe anv hoc’h eus, m’ho kred,
Rak, dre ho peg, mouezh ar gwir Doue en deus komzet.

LILIA
Tad santel, laoskit-me da vonet dre ar vro
Da lâret an doare d’an dud a-dro-ha-tro
A vev dindan ar spont hag an anken a daol30
Warnezhe un doue kriz…

KADO
                                               E anaomp-ni : an diaoul31.
Kerzhit, va merc’h, kerzhit ha warnoc’h bennozh Doue
A ziskenno !

Lilia a ya kuit. Da Dalhouarn :
                      Da c’hoar eo ?

TALHOUARN
                                                Pas, tad – nag ivez
An hini a garan ; hounnezh, an dud lorbet
Gant ar sorbiennoù a brezeg an drouized,
En deus he kemeret ha taolet, hep truez,
– ’Vit gortoz ma vo roet da zimeziñ d’un doue –
En ur groc’h don, du-hont, e-kreiz an enezenn
Ma sailh ar mor diouti gant e houlennoù gwenn.
Setu an drivet deiz m’en deo eno. – Tuchant,
Ar beleg-bras a zay ha, gantañ, kant ha kant
A dud, en ur ganiñ, war an aod ; – hag ur vag
Kempennet brav a yay, pa vo torret he stag,
Da glask ar verc’h yaouank ha d’he konduiñ, piv ’oar32
E-men… etre an neñv hag ar mor-bras !… ’Viti,
’Vit he difenn, o Tad, em eus savet va mouezh,
Dirak an holl – an neb a gar a zo hardizh33
Ha, ’vit va finijenn, o deus lamet ganin
Ar sklaerder !… Tad santel, pa gar’fes deskiñ,
Hiziv, pegen kreñv eo ho Toue ha pegen mat !…

KADO
An hini a garez…

TALHOUARN
                               A vefe salvet, Tad !
KADO
Ni a bedo, hon-daou war un dro, ha marse
Doue hag a zo ken mat hor selaouo.

TALHOUARN
Sur eo.

KADO
             Setu an dud !

TALHOUARN
                                      Me ’glev ar c’han ! Dre-mañ e teuont34
’Vit diskenn war an aod – klevit ar c’horn-argant
A-dreist holl ar mouezhioù o soniñ !… Izola,
Da angoni a son !

KADO
                                Pas… an « Alleluia » !

KAN AR BOBL o tont war ar c’hoarilec’h

I
Doue ar mor, doue ar mor,
Ar verc’h eus an Arvor
Choazet e-mesk ar re
En deus bet ugent vloaz35,
A galon vat, ni he ro deoc’h,
Mar taolit warnomp ho pennozh36 !

II
An dud war an aod a ziskenn
Ar vag a sav he gouelioù gwenn.
An avel enne a c’hwezho
Ha, kent pell, ar vag a zouaro
En enezenn a c’houarn ar v[a]ouez
Hoc’h eus choazet ’vit ho rouanez.

III
Doue ar mor, doue ar mor,
Deu’t da sikour an dud eus an Arvor.

AR BELEG-BRAS
Tavit, mar plij ganeoc’h ! Trouz na kan ebet mui !
Setu eñ war an hent a zo ret deomp heuli,
’Vit mont da glask rouanez ar mor hag he konduiñ
Da rouantelezh he mestr ; setu eñ, an hini
En deus añjuliet, gant hardizhted, an doue
A ro deomp, war an aod hag er mor, ar vuhez !

TALHOUARN
Setu me, ya ; petra hoc’h eus-c’hwi da damall
D’un den hoc’h eus lakaet, ken yaouank, da vout dall ?

LILIA
Loened gouez !

AR BELEG-BRAS dezhi
                           Milliget !

TALHOUARN
                                           Lamet hoc’h eus ganin37
Sklaerder va daoulagad, tarzhet a daoloù mein,
Met, en e lec’h, kavet em eus ar wirionez.
Doueed ar gaou, marv ’int ! Ne chom ’met ar gwir Doue.

AR BELEG-BRAS
Petra a vennez-te lâret ?

TALHOUARN
                                            Netra. – Pas me,
Met c’hwi, o Tad santel, prezegit ’ta dezhe.

KADO
Ma zud vat…

AR BOBL
                       Piv ’oc’h-c’hwi ?

KADO
                                                     Ma anv a zo Kado.
Trema ar mor, ma zad a zo roue en ur vro
Em eus-me dilezet.

AR BOBL
                                   Perak ?

KADO
                                                 ’Vit bout bannour
Ar gwir Doue en ho mesk.

AR BELEG-BRAS
                                               N’en dout ’met ul lorbour.

KADO
Hini ’c’hanoc’h ne oar em eus bet an enor38
Da vout, da ugent vloaz, ar gwellañ brezelour
Anavet e m[a] bro ?… M’hel lâr deoc’h, ’vit deskiñ
Penaos ne laoskin ket hini da m[a] chokiñ
En ul lâret ez on amañ ’vit ho lorbiñ.

AR BELEG-BRAS
Arsav, pe…

KADO gant nerzh, o tiskouez ar beleg-bras
                    Al lorbour, setu eñ a-dal din !

AR BELEG-BRAS
Me ?

KADO
         C’hwi, ya !

AR BELEG-BRAS
                            Estrañjour…

KENNOR
                                                    ’Vel-se eo e komzit39
Diouzh an hini a zalc’h amañ lec’h an doueed ?

KADO
’Vidomp-ni, bugale ar C’hrist, an doueed-se,
N’en dint nemet diaouled. – N’en deus ket ’met un Doue
Kroueour ha mestr ar bed, – hag an neb a brezeg
Ur gredenn disheñvel en deus ar gaou er beg.

AR BELEG-BRAS
Blasfemour !

KENNOR
                        Doue ar mor, c’hwi a-wael, ’n’em ziskoue’it40,
Diskoue’it deomp n’en doc’h ket ur gaou !

ALAN
                                                                             Ya, deu’t ha skoit
An den hardizh er-walc’h ’vit ho nac’hiñ !

KENNOR
                                                                           Deu’t ’ta,
A-raok mont da glask ho rouanez Izola,
Deu’t ’ta, c’hwi-mem’, d’her skeiñ !

KADO
                                                                Ar mor, ’vel kement tra,
A sent diouzh an Hini o zennas a netra.
Diskennit war an aod ! Sellit, du-hont, ar vag
Kempennet ’vit rouanez ar mor ! Ar mor he stag
Diouzh ar reier, ’vel pa vefe, en-dro dezhi
An dour deut da vout plom.

AR BOBL
                                                  Gwir eo ! Gwir eo !

KADO
                                                                                    Hini
Ne c’hello he distag. – Tremen a ray an noz
Hag e vo c’hoazh ho toue glac’haret o c’hortoz
E rouanez ! Roeñv ebet na muioc’h an avel
N’he lakay da guitaat an douar.

TALHOUARN
                                                         O tad santel,
Peseurt burzhud !

LILIA
                                Ar vag a chom, ’vel pa vefe
Skornet en-dro dezhi an dour ! Pegen kreñv eo
An doue a brezegez, o tad !

KENNOR
                                                Hon doueed-ni
Ne dalvont ket enta, beleg-bras, netra mui ?

ALAN
Penaos e vennit-c’hwi ma vo kredet enne
Ma diskouez an den-mañ emañ kreñvoc’h e zoue
’Vit ho re-c’hwi ?

AR BELEG-BRAS
                               Gorto’it41 !

KADO d’ar bobl
                                                    Ho toueed ne chom bev42
’Met dre ar feiz hoc’h eus enne.

AR BOBL
                                                         Ar feiz zo kreñv43 !

KADO
                                   Tra ma vo kreñv ’vel-se, ho toueed a vevo.

AR BOBL
Int a vevo ! Netra na hini n’o lazho !

AR BELEG-BRAS
Nann, ne vo ket lâret penaos hon doueed-ni
En deus, un deiz bennak, pleget dirak hini.
An den-mañ, abil eo ’vit ar sorserezhoù
A vam an dud, a lak da dreiñ ar speredoù.
Met kement-se a ray d’an doueed-ni an tu
– P’en devo displeget an noz he mantell du
War an traoù – da ober ar burzhud souezhusañ
A vo gwelet biskoazh dindan goabrenn an neñv44.
Mard eo gwir ne c’hell ket ar vag monet du-hont,
Hennezh-mem’, doue ar mor…

KADO
                                                         An diaoul !

AR BELEG-BRAS
                                                                             A ray ur pont,
Ya, ur pont hir er-walc’h ’vit mont eus an douar bras
D’an enezenn gronnet, du-hont, gant ar mor glas.

AR BOBL a gan
          Houla ! Houla !
     Hon doueed a zo bev45 !
     Hon doueed a zo kreñv46 !
     Gwelet e vo hiziv
pegen bev ’int ha pegen kreñv !

KADO
An diaoul a c’hell ober, sur er-walc’h, ar pont-se.
Eñ a ziskouez emañ ur mason mat !

AR BELEG-BRAS
                                                                 Goap eo
a rez ?

KADO
Me ’lâr dalbezh ar wirionez : me ’gred
E c’hell an diaoul ober ar pont a c’houlennit47,
Gwell c’hoazh, mar sikourit gantañ o kas ar mein,
Diouzh o zaoulin en dour, hed-ha-hed, kein-war-gein.
Met kement labourer a zo – pe micherour
A c’hell dalc’hmat goulenn ur gopr ’vit e labour.
Peseurt gopr a c’houlenn ho toue ?

AR BELEG-BRAS
                                                               Ar c’hentañ bev48
A dreuzo, penn d’ar benn, ar pont pa vo achu49.

LILIA
Izola ’vit donet d’an douar bras hen treuzo.
Izola, tad santel, an diaoul he c’hemero !

TALHOUARN
Ne rit ket ar marc’had milliget, tad !

KADO
                                                                  Graet eo !
Met Izola a chom dindan gward ar gwir Doue.
Eñ a gan en ur ober sin ar groaz war dal Talhouarn.
En anv an Tad, ar Mab hag ar Spered-Santel !

AR BOBL
Doue ar mor ! Doue ar mor !

TALHOUARN
                                                    Setu va daoulagad digor.
O tad santel, me ’wel !

AR BOBL
Doue ar mor ! Doue ar mor !

TALHOUARN
Me ’wel an neñv, me ’wel ar gwazh50 !

KADO
O madelezh an Aotroù Doue !

AR BOBL
Eñ a wel, eñ a wel !
Na kreñvat eo da zoue !

An tenneris a gouezh.


20 W re griù

21 W echiù

22 W saù

23 W deliaù

24 W ennan

25 W gouiù

26 W biù

27 W -et

28 W leuinéieu

29 W tioél

30 W daul

31 W diaul

32 W oui

33 W hardezh

34 W tant

35 W vlé

36 W pennoh

37 W ganein

38 W inour

39 W -et

40 ziskouezit

41 gortozit

42 W biù

43 W kriù

44 W néan

45 W biù

46 W kriù

47 W -net

48 W biù

49 W echiù

50 W gué