Nedeleg !

Genre
Poésie
Langue
Breton
Remarques
Nous avons modernisé l’orthographe tout en conservant certaines tournures d'origine (mutations, particules verbales...).
Précisions
Kroaz ar Vretoned, 02/01/1916
Transcription
Sébastien Marineau
Dans le même ouvrage :

    kinniget da’m bugaligoù karet

Ar goañv zo degouezhet !
Yen-du eo an amzer,
Neizhigoù laboused
N’eus mui er parkeier.

Netra vev war ’n douar !
Marv eo an natur :
Ar vleuniennig dispar
’C’hoarzh ken d’ar c’hrouadur.

An heol a zo disliv
E lein an oabloù yen :
Ned eo mui e vannoù
Skedus ’vel aour melen.

An erc’h, ’vel un douzier,
A gloz a-bezh ar bed ;
’Dreuz parkoù, lanneier,
Un avel yud a red.

Diskennet eo an noz
War douar Breizh-Izel,
Ha gwez ivin ar roz
A glemm gant an avel.

Dindan an erc’h a gouezh
Hag al loar en he c’hant*    [c’hoant ?]
Setu ma sav ur spes
Lugernus ’vel arc’hant !

Douget a-denn-askell,
E siminal pep ti
Ar spes gwenn – pe an Ael –
A ra un tamm c’hoari.

A ! gouzout ’ran moarvat,
Ar Mabig Jezuz zo
O kas o deroù mat
Da vugale ar Vro...

Ha da vugale Breizh,
Da heul merc’hodenned,
Jezuz ’daol stank e-leizh
Marc’hoù koad, soudarded.

Warc’hoazh ’vo levenez,
Dudi en daoulagad,
O kaout pinvidigezh
E-kreiz pep botez koad.

O Jezuz Nedeleg,
’Vit hon bugaligoù
C’hwi a deu karadek,
Bep bloaz gant bravigoù !

D’ho heul, roue an Nec’h,
E boteier hon Bro
Lakit lore an Trec’h,
Arouez an Distro.

    graet war an talbenn-brezel, ar 24vet a Gerzu gant
    Eostig kuzh