Levenez ha glac’har

Genre
Poésie
Langue
Breton
Remarques
Nous avons modernisé l’orthographe tout en conservant certaines tournures d'origine (mutations, particules verbales...).
Précisions
Kroaz ar Vretoned, 21/03/1909
Transcription
Sébastien Marineau
Dans le même ouvrage :

          kinniget ar baotr Juluan

A-wechoù war ar bed pa deu din taol ur sell,
Ne welan a bep tu nemet poan ha glac’har,
Ar c’hlemmvan hag al leñv pe ar joaioù diboell,
O heuilh dre-holl an den forban war an douar.

An evned ’barzh ar gwez a vesk o mouezhioù koant,
Da ganañ d’o C’hrouer meuleudioù dispar,
Pa deu ar sparfell kriz pe un den dizamant,
Da droc’hañ d’e o c’han en un doare digar.

Ar bugelig dinamm ’gousk dizaon ’n e gavell,
O soñjal gant dudi en aelez, e vreudeur ;
Pa zihun koulskoude e lagadig a ouel,
Ar c’haezh bihan abred a dañva ar gwalleur.

Ma teu de’añ kreskiñ, e lagad glas ha lemm,
Pa vo ’n e c’hoarioù, a vervo gant ar joa ;
Met alies ivez, ’vo gwelet war e dremm,
E-lec’h al levenez, daeroù o tiverrañ.

An den yaouank hirie a drido e galon,
Kavet ’neus, emezañ, ur garantez leal ;
’Benn warc’hoazh ’vo yenet, rak e wellañ mignon
Na oa, siwazh dezhañ, nemet un trubard fall.

Ar priedoù nevez a gan deiz o eured,
O c’halonoù, eme, na reont ’met unan,
Nebeut goude ’lies, al liamm a vez torret,
War-lerc’h sonioù laouen, setu gwerzioù klemmvan.

Ar gerent ’wel gant joa o bugale savet,
O kreskiñ e furnezh hag e doujañs Doue ;
Met diagent ivez nag a boan gouzañvet,
Ar glac’har a ’n em vesk betek er garantez.

E pep stad ha micher an dousañ eürusted,
’Ve atav gwech peurrest mouget gant an anken,
Al levenez wirion ’nemañ ket war ar bed,
Met e-kichen Doue, er baradoz hepken !!

          X...