Yannig Skolan – Truez an ene

Genre
Poetry
Language
Breton
Source
Paris, Didier et Cie Libraires, 1867
Notice
The spelling has been modernized, but some forms (mutations, verbal particles...) has been kept.
Transcription
Sébastien Marineau
In the same work :

Yannig Skolan hag e baeron
Zo aet o daou da c’houl’ pardon,
Da c’houl’ truez d’an eneoù,
Da c’houl’ pardon d’ar beredoù.

Yannig Skolan a c’houlenne,
E ti e vamm pa enderue* :    [LV en entrant] 
– Noz vat ha joa, tud an ti-mañ,
Hag aet ’eur da gousket ennañ ?

Aet ’oc’h holl amañ da gousket,
Nemet ma-unan ’on chomet ;
Me a zo chomet ma-unan
Amañ, evit pakañ an tan.

– Na dre belec’h ’oc’h-hu deuet ?
Ma dorojoù em bioa prennet ;
Prennet em boa ma dorojoù,
Ha morailhet ma frenestroù.

– Mar poa prennet ho torojoù,
Me ’voar* an doare a bell zo.    [oar] 
Enaouit gouloù, c’hwezhit tan,
Ha ’welfec’h daou e-lec’h unan. –

Ar gouloù pan oa enaouet,
Meurbet emañ-hi bet spontet,
O welet daou war al leur-zi,
Da hanternoz o komz outi.

– Tavit, va mamm, na spontit ket ;
Me eo ar mab hoc’h eus ganet,
’Zo deut ur wech c’hoazh d’ho kwelet :
Bennozh va mamm am eus kollet.

– Mard eo va mab ez eo hemen*,    [hemañ] 
M’em boa e lienet e gwenn
Hag eñ deut e du da’m gwelet ;
Evit doare ez eo poaniet ?

Du eo da    varc’h, du ’out ivez ;
Ken garv e reunenn ma pikfe ;
C’hwezh kornoù* rostet e glevan ;    [kerniel] 
Va mallozh gant va mab Skolan.

– War marc’h an diaoul ’on deut amañ
Gantañ d’an ifern ez ean ;
Me ’ya d’an ifern da leskiñ,
Ma na geret* ma fardoniñ.    [garit] 

– Penaos ’oufen az pardoniñ ?
Bras eo an droug a teus graet din :
Lakaet ’teus an tan em zi forn,
Ha devet triwec’h loen-korn.

– Va mamm, me ’voar* ervat am eus,    [oar] 
Siwazh ! dre wall-youl*, ha dre reuz ;    [LV méchanceté] 
Hogen, p’am eus truez Doue,
Va mamm, ho pet ouzhin truez !

– Penaos ’oufen az pardoniñ ?
Bras eo an droug a teus graet din :
Lakaet an tan e seizh bern ed,
Seizh iliz, seizh beleg devet !

– Va mamm, me ’voar* ervat am eus,    [oar] 
Siwazh ! dre wall-youl*, ha dre reuz ;    [LV méchanceté] 
Hogen, p’am eus truez Doue,
Va mamm, ho pet ouzhin truez !

– Penaos ’oufen az pardoniñ ?
Bras eo an droug a teus graet din :
Gwallañ* teir eus da c’hoarezed,    [LV outragé] 
Lazhañ va nizez Morised !

– Va mamm, me ’voar* ervat am eus,    [oar] 
Siwazh ! dre wall-youl*, ha dre reuz ;    [LV méchanceté] 
Hogen, p’am eus truez Doue,
Va mamm, ho pet ouzhin truez !

– Penaos ’oufen az pardoniñ ?
Bras eo an droug a teus graet din :
Kollet ’teus din va levr bihan,
Va flijadur war ar bed-mañ.

– Va mammig paour, em pardonet* ;    [pardonit] 
Ho levr bihan n’eo ket kollet ;
’Mañ ’barzh ar mor tregont gourhed,
Ur pesk alaouret d’e viret.

N’eus erruet droug ebet gantañ
’Met gant teir feuilhenn ane’añ ;
Unan dre zour, un all dre wad,
Un all dre zaeroù ’m daoulagad. –

Neuze e baeron, ’oa gantañ,
E deuas da gomz evitañ.
– Te zo ur vamm kriz a galon,
Da lezel da veb hep pardon !

Penaos, mamm griz ha dinatur,
’Bardonfes ket da grouadur !
Ma ’ya da vugel d’an ifern,
Te ’yey ivez kig hag eskern.

– C’hoazh kent evit ma’z pardonin,
Un dra bennak e lârfes din
Dimeus ar pezh a teus gwelet
Ab’oe m’out aet diwar ar bed.

– Va mamm, va mamm, ma em c’hredet,*    [c’hredit] 
Kouez* d’ar gwener na refec’h ket ;    [LV buée] 
Neb a verv lijoù* d’ar gwener,     [LV fait la lessive] 
Parediñ* ’ra gwad hor Salver ;    [LV cuit dans l’eau] 

’Lamfet ket ’r c’hôg* digant ar yar    [ar c’hilhog] 
Na Yann ar boc’hig* digant par ;    [boc’hig-ruz, LV rouge-gorge] 
Ar c’hilhog a gan en uhel,
A gan pa gan an ebestel ;

Pa gan ar c’hôg da hanternoz,
’Kan an aelez er baradoz ;
Pa gan ar c’hôg, pa strink an deiz,
E kanont holl, sent hag aelez.

Dreist pep tra deoc’h e kelennan*,    [LV conseille] 
Ha dalc’hit koun eus an dra-mañ :
Minellit an hoc’h, pe hent all
Turiellañ* ’rey ar park segal.    [turiañ, LV ravagera] 

Mouchit mat ho kole bihan,
Pe hent all ez po poan gantañ ;
Ha heudit mat ho marc’h divank*,    [LV folâtre] 
Pe en em veuziñ ’rey er stank. –

Antronoz-beure, pa savas,
Maen an oaled toull a gavas :
Hi a gavas toull an oaled :
Gant penn he c’hlin oa bet toullet ;

Ha lommoù gwad e-touez ar glaou
En doa skuilhet gant he zaeroù,
War al ludu ha war an tan
Hag a oa bet mouget gantañ.

– C’hwezh tin ha lore a glevan* :    [LV je sens] 
Va bennozh gant va mab Skolan ;
Gwenn eo e varc’h, gwenn eo ivez,
Ken splann hag an heol eo e voue*.    [voueñ] 

Va mab Skolan, lavar din-me,
Ma* ’ez ’ta gant da baeron-te ?    [LV où] 
– D’ar baradoz ez an gantañ,
Gant bennozh va mamm a gavan. –