Yannig Skolan – ar Gwall-daol (4)

Rumm
Barzhoniezh
Yezh
Brezhoneg
Orin
Paris, Didier et Cie Libraires, 1867
Evezhiadenn
Reizhet hon eus an doare-skrivañ, ha dalc’het hon eus gant troiennoù orin (ar c’hemmadurioù, ar rannigoù, h.a.).
Treuzskrivañ
Sébastien Marineau
En hevelep levr :

    IV

O kas Morised d’an douar,
’Divere he gwad diouzh ar c’harr,
Tud kozh ha yaouank o ouelañ* ;    [W oelein] 
He zad, war-lerc’h, o hirvoudiñ.

Mar peus c’hoant da wel’t Morised,
War hent bras Melrand he c’hevfet ;
Savet zo bet ur groaz nevez,
’Lec’h he deus kollet he buhez.