Yannig Skolan – ar Gwall-daol (3)

Genre
Poetry
Language
Breton
Source
Paris, Didier et Cie Libraires, 1867
Notice
The spelling has been modernized, but some forms (mutations, verbal particles...) has been kept.
Transcription
Sébastien Marineau
In the same work :

    III

Seizh pe eizh teiz oa tremenet,
He zad d’ar gêr ne oa ket bet,
War-dro unnek eur pe greisteiz,
He zad d’ar gêr a zegoue’e.

– Bugale baour, din-me lâret*,    [lârit] 
Petra ’peus ’ta ken glac’haret :
Nag o c’hoar ’men emañ-hi aet ?
– Abred a-walc’h e klevfet !

Abred a-walc’h e klevfet
Doare diouzh hor c’hoar Morised ;
Emañ-hi tu-hont ’tal ar prad
Hag hi o neuñvial en he gwad.

Ar gwiader ’neus hi lazhet !
Dib’oe ’maoc’h ac’hann diblaset,
Oa ’kas he dougen d’ar pec’hed ;
Yannig Skolan ’neus hi lazhet !

’Oa ’kas he dougen d’ar pec’hed,
Ha padal n’en deus ket gallet ;
Hi a oa ur plac’h digant Doue,
’Felle ket de’i koll he ene.