Yannig Skolan – ar Gwall-daol (2)

Rumm
Barzhoniezh
Yezh
Brezhoneg
Orin
Paris, Didier et Cie Libraires, 1867
Evezhiadenn
Reizhet hon eus an doare-skrivañ, ha dalc’het hon eus gant troiennoù orin (ar c’hemmadurioù, ar rannigoù, h.a.).
Treuzskrivañ
Sébastien Marineau
En hevelep levr :

    II

Pa ziwalle loened e zad,
N’he doa de’i soñj nemet da vad ;
N’he doa gouelet ’met ur wec’h ’ne’i,
’Gwelet he dañv’ mont gant ar blei’* ;    [bleiz] 

Nemet ur wec’h n’he doa gouelet ;
Setu div bremañ he deus graet ;
Gouelet he doa ha graet ur son
A ve kanet dre ar c’hanton :

– Kaoñ ! kaoñ ! da’m dañv’ig gwenn-gornik !
Kaoñ ! kaoñ ! da’m dañv’ig penn-gwennik !
Kaoñ ! siwazh ! kaoñ, kaoñ ! da’m dañvad,
Hag a oa ul loenig ken mat !

Yannig Skolan oa ’tont d’ar gêr,
Gantañ en dorn e grog pounner :
– Morisetig, c’hwi a gan gae,
Ur bokig a refet din-me.

– Ur bok deoc’h-hu me ne rin ket !
Ur paotr fall ’oc’h mar zo er bed. –
Hag hi kuit diouzhtu o redek ;
Allaz ! na oa tost kêr ebet.

Hag eñ war he lerc’h a lammas,
Ha skoiñ ganti teir gwech a reas* ;    [W res] 
Ken hi ’file* ’n he foullad gwad,    [LV tomba] 
Serret ganti he daoulagad.