Yannig Skolan – ar Gwall-daol (1)
- Introduction (extraits)
-
Chants mythologiques, héroïques, historiques et ballades
- Diougan Gwenc’hlan
- Aotroù Nann hag ar Gorrigan
- ar Bugel lec’hiet
- ar C’horred
- Liñvadenn Gêr-Is
- Gwin ar C’hallaoued
- Bale Arzhur
- Bosenn Elliant
- Merzhin en e gavell
- Merzhin divinour
- Merzhin barzh
- Distro Merzhin
- Lez-Breizh – ar C’himiad
- Lez-Breizh – an Distro
- Lez-Breizh – Marc’heg ar roue
- Lez-Breizh – Morian ar roue
- Lez-Breizh – ar Roue
- Lez-Breizh – al Lean
- Droug-kinnig Nomenoiou
- Alan al Louarn
- Bran
- ar Falc’hon
- Loeiza hag Abalard
- an Distro eus a Vro-Saoz
- Gwreg ar C’hroazour
- an Eostig
- ar Plac’h dimezet gant Satan
- ar Breur mager
- Kloareg Rohan
- an Tri manac’h ruz
- Janedig-Flamm
- Stourm an Tregont
- an Erminig
- Baron Jaouioz
- Filhorez an Aotroù Gwesklen
- Gwaz aotroù Gwesklen
- an Alarc’h
- Seizenn eured
- Azenorig c’hlas
- Paotred Plouie
- Seziz Gwengamp
- Ened Rosporden
- Jenovefa Rustefan
- Itron Varia Folgoad
- ar Re Unanet
- Fontanella
- Pennhêrez Keroulaz
- Floc’h Loeiz trizek
- Markiz Gwerann
- Maronad an aotroù Névet
- Marv Pontkallek
- Emgann Sant Kast
- Yannig Skolan – ar Gwall-daol
- Yannig Skolan – Truez an ene
- Pardon Sant Fiakr
- Kanaouenn al levier
- Bleunioù mae
- Chants de fêtes et chants d’amour
- Légendes et chants religieux
I
’Tro mare e serre an deiz,
’Teue an druferez* du-me*. [LV mendiante ; du-mañ]
Pa za an druferez en ti,
Diouzh an holl ’defe jolori :
– Doue d’ho pennigañ en tu-me*, [en ti-mañ]
C’hwi, gwragez, ha c’hwi, bugale ;
Deut ’on ur wech c’hoazh da vale ;
Mat ar bed ’ganeoc’h tro-zreme* ? [LV ici]
– Allaz ! ma c’homer, ne c’hwitan* ; [LV cela ne va pas mal]
Nemet an o’ac’h paour a zo klañv ;
Ha mar bad re bell e gleñved,
Dav ’vo din mont da glask ma boued.
Tapit ur skabell, ’korn an ti,
Ma c’homer, evit aze’iñ ;
Aze’it aze, ma c’homer,
Ha kontit din-men* un dra gaer. [me]
– Traoù gaer a-walc’h a zo degou’et,
Me ’soñj, ma c’homer, ’peus klevet ;
Ne peus* ket klevet, ma c’homer, [N’ho peus]
Pezh zo degou’et en-dro d’ar gêr ?
Neuze e lâras an o’ac’h kaezh :
– Reit* d’ar c’hwreg-se ur bannac’h laezh, [roit]
Ur bannac’h laezh hag ur grampou’enn,
A vo lakaet war he barlenn.
– Yannig Skolan zo bet tapet,
Zo bet tapet zo bet krouget,
Krouget berr war dachenn Gwened ;
Torfedoù ’walc’h en devoa graet.
– Ma c’homer, ne gleven netra,
N’hallen ket mont ’maez an ti-mañ,
N’hallen mont neblec’h da vale,
Gant pridiri* ma bugale. [prederi]
– Torfedoù ’walc’h en devoa graet,
Dib’oe e oa deut war ar bed ;
Torfedoù ’walc’h en devoa graet,
Kentoc’h da lazhañ Morised.