daskor - facebook  daskor - css

Daskor

Yannig Skolan – ar Gwall-daol (1)

Genre
Poésie
Langue
Breton
Source
Paris, Didier et Cie Libraires, 1867
Remarques
Nous avons modernisé l’orthographe tout en conservant certaines tournures d'origine (mutations, particules verbales...).
Transcription
Sébastien Marineau
Dans le même ouvrage :

    I

’Tro mare e serre an deiz,
’Teue an druferez* du-me*.    [LV mendiante ; du-mañ] 
Pa za an druferez en ti,
Diouzh an holl ’defe jolori :

– Doue d’ho pennigañ en tu-me*,    [en ti-mañ] 
C’hwi, gwragez, ha c’hwi, bugale ;
Deut ’on ur wech c’hoazh da vale ;
Mat ar bed ’ganeoc’h tro-zreme* ?    [LV ici] 

– Allaz ! ma c’homer, ne c’hwitan* ;    [LV cela ne va pas mal] 
Nemet an o’ac’h paour a zo klañv ;
Ha mar bad re bell e gleñved,
Dav ’vo din mont da glask ma boued.

Tapit ur skabell, ’korn an ti,
Ma c’homer, evit aze’iñ ;
Aze’it aze, ma c’homer,
Ha kontit din-men* un dra gaer.    [me] 

– Traoù gaer a-walc’h a zo degou’et,
Me ’soñj, ma c’homer, ’peus klevet ;
Ne peus* ket klevet, ma c’homer,    [N’ho peus] 
Pezh zo degou’et en-dro d’ar gêr ?

Neuze e lâras an o’ac’h kaezh :
– Reit* d’ar c’hwreg-se ur bannac’h laezh,    [roit] 
Ur bannac’h laezh hag ur grampou’enn,
A vo lakaet war he barlenn.

– Yannig Skolan zo bet tapet,
Zo bet tapet zo bet krouget,
Krouget berr war dachenn Gwened ;
Torfedoù ’walc’h en devoa graet.

– Ma c’homer, ne gleven netra,
N’hallen ket mont ’maez an ti-mañ,
N’hallen mont neblec’h da vale,
Gant pridiri* ma bugale.    [prederi] 

– Torfedoù ’walc’h en devoa graet,
Dib’oe e oa deut war ar bed ;
Torfedoù ’walc’h en devoa graet,
Kentoc’h da lazhañ Morised.