Tour an Arvor (6)

Rumm
Barzhoniezh
Yezh
Brezhoneg
Orin
Paris, Didier et Cie Libraires, 1867
Evezhiadenn
Reizhet hon eus an doare-skrivañ, ha dalc’het hon eus gant troiennoù orin (ar c’hemmadurioù, ar rannigoù, h.a.).
Treuzskrivañ
Sébastien Marineau
En hevelep levr :

Kastell Arvor zo saouzanet – avat –
Ma eo bet biskoazh kastell ’bet,
Strafuilh bras zo er c’hastell :
Ar vamm-gaer zo ’vont da vervel.

– An ifern em harz zo digor – lezvab –
En an’ Doue ! deu’t-hu da’m skor* !     [sikour] 
Deu’t-hu da’m skor*, me zo daonet !    [idem
Ho pried c’hlan am eus gwallet ! –

Ne oa ket he genoù serret – setu –
Setu o tont un naer flemmet
O c’hwibanat, ’stlejas e-maez
Hag he flemmas hag he mougas.

Hag he lezvab e-maez raktal – ha kuit –
Ha kuit ’trezek ar broioù all ;
Hag eñ war zouar ha war vor,
O klask keloù deus Azenor.

Klasket en doa war-zu sav-heol – e c’hwreg –
Klasket en doa war-zu c’huzh-heol ;
Klasket en doa war-zu c’hreisteiz,
Er c’holern* ivez he c’hlaske.     [er c’hwalarn] 

Pa zouare en enez vras – war-dro –
Ur paotrig eno war an traezh,
Hag eñ o c’hoari ’tal ar red,
O tastum kregin ’n e roched.

Melen e vlev, glas e lagad – glas-mor –
Heñvel ouzh Azenor, avat ;
Ken a lak kalon mab a Vreizh
Da huanadañ en e greiz.

– Piv eo da dad, va bugel-me – piv eo ? –
– N’am eus hini nemet Doue ;
Kollet tri bloaz zo neb a oe ;
Va mamm a ouel o koun da se. –

– Na piv da vamm, na pelec’h eo ? – mabig –
– Kannerez, aotroù, ’n hini eo,
’Mañ hi du-se gant an doalioù. –
– Na deomp-ni d’he c’havout hon daou. –

Ha da beg e dorn ar bugel – a-raok –
Hag i da zont trem’ ar stivell ;
Hag o tont e verve ar gwad,
E dorn ar mab ouzh dorn an tad.

– Va mammig kaezh, sav alese – ha sell –
Setu va zad ! azkavet eo !
Setu va zad a oa kollet ;
Ra vezo Doue kanmeulet !

Kanmeulet ganto oe Doue – ken mat –
A sach* an tad d’ar vugale ;    [evit zas ?] 
Distroiñ ’reont laouen da Vreizh.
Bennozh an Dreinded gant an treizh !