Tour an Arvor (5)

Genre
Poésie
Langue
Breton
Source
Paris, Didier et Cie Libraires, 1867
Remarques
Nous avons modernisé l’orthographe tout en conservant certaines tournures d'origine (mutations, particules verbales...).
Transcription
Sébastien Marineau
Dans le même ouvrage :

– Petra war vor hoc’h eus gwelet ? – mordead –
– Ur vag hep roeñv na gouel ebet ;
Ha war an aros, da sturier,
Un ael e eskell digor-kaer.

Ur vag war vor a welis pell – aotroù –
Ur c’hwreg enni gant he bugel,
He bugelig deus he bronn wenn,
’Vel ur goulm ouzh ribl ur grogenn.

Deus e geinig noazh a boke – boke –
Ha dezhañ ken kaer a gane :
– Toutouig-lalla, va mabig ;
Toutouig-lalla ’ta, paourig.

Mar ve da dad a da welfe – va mab –
Genout-te* fouge en defe !    [ganit-te] 
Met siwazh ! na’z kwelo nepred,
Da dad, paourig, a zo kollet. –