Stourm an Tregont (6)

Genre
Poetry
Language
Breton
Source
Paris, Didier et Cie Libraires, 1867
Notice
The spelling has been modernized, but some forms (mutations, verbal particles...) has been kept.
Transcription
Sébastien Marineau
In the same work :

Kar d’ar Vretoned na vije,
E kêr Jos’lin neb na youe
O welet hor re ’tont en-dro*,    [K en-drou] 
Bleuñv banal ouzh o zog-houarnoù.

Na vije kar d’ar Vretoned,
Na d’ar sent a Vreizh kennebeut*,    [K kennebet] 
Neb na veule ket Sant Kado,
Paeron brezelourien ar vro ;

Neb n’estlamme, neb na youe,
Nab na veule, neb na gane :
« Koulz er barroz hag en douar,
Sant Kado n’en deus ket e bar ! »