Stourm an Tregont (5)

Genre
Poetry
Language
Breton
Source
Paris, Didier et Cie Libraires, 1867
Notice
The spelling has been modernized, but some forms (mutations, verbal particles...) has been kept.
Transcription
Sébastien Marineau
In the same work :

A-dalek goulouig an deiz,
En em gannont betek kreisteiz ;
A-dalek kreisteiz betek noz,
En em gannont enep ar Saoz.

Ha ’n aotroù Robart* ’lavaras    [Beaumanoir] 
– Sec’hed am eus, ya, sec’hed bras ! –
Ken a droc’has outañ Ar C’hoad* :    [Du Bois] 
– Mar ’teus sec’hed, paotr, ev da wad ! –

Ha Robart, p’en deus e glevet,
Gant ar vezh tec’hiñ en deus graet,
Ha war ar Saozon emañ kou’et,
Ha pemp an’e en deus lazhet.

– Lavar din-me, lavar din-me,
Pet zo an’e c’hoazh, va floc’h-me ? –
– Aotroù, lavaret a rin deoc’h* :    [K dec’h] 
Unan, daou, tri, pevar, pemp, c’hwec’h. –

– Ar re-mañ a vo laosket bev,
Ha kant gwenneg aour a baeo,
Kant gwenneg aour-flamm, pep unan,
’Abeg da vizioù ar vro-mañ. –