Stourm an Tregont (4)

Genre
Poetry
Language
Breton
Source
Paris, Didier et Cie Libraires, 1867
Notice
The spelling has been modernized, but some forms (mutations, verbal particles...) has been kept.
Transcription
Sébastien Marineau
In the same work :

Penn-broc’h a lavare neuze
Da Dinteniag, pa dostae :
– Dal taol ma goaf mat, Tinteniag ;
Daoust hag eo eñ ur gorzenn wak ? –

– Pezh a zo gwak, e berr amzer :
Podenn da benn, va mignon kaer ;
Meur a vran a skrapay ennañ
Ha begay bouedenn anezhañ. –

’Oa ket e gomz peurlavaret,
Un taol morzhol de’añ en deus roet,
Ken a flastras, ’vel ur melc’honenn,
E dog houarn kenkoulz hag e benn.

Ha Keranreiz, ’dal m’her gwelas,
A skrign e galon a c’hoarzhas :
– Mar chomfent holl, evel hemañ,
Gounit e rafent ar vro-mañ. –

– Pet an’e zo marv, floc’h mat ? –
– Ne welan tra gant poultr ar gwad. –
– Pet an’ zo marv, floc’hig ? –
– Setu pemp, c’hwec’h, seizh, marv-mik. –