Son al leur nevez

Ma zud oa aet d’al leur nevez ;
Ha me d’o heul d’ar fest ivez !
Son, kloc’h Nizon,
Son, son,
Son, kloc’h Nizon,
Son, son !
D’al leur n’ez* oant aet d’ar maner, [Ku nevez]
Fae vie* bet ganin chom er gêr ! [Ku vije]
Son, kloc’h Nizon...
Paotred eno na vanke ket,
Na merc’hed koant – o – kennebeut* [Ku kenneubet]
Dridal a ree ma c’halon
O kle’out ar sonerien ’son.
Pa welis ur plac’h o tañsal,
Ken drant evel un durzhunell* ; [Ku durzhunall]
He daoulagad evel glizhenn* [Ku glizin]
War ar bleuñv spern-gwenn, da vintin,
Hag i ken glas evel bleuñv-lin ;
He dent ken kaer evel mein-fin ;
He neuz ken drant ha ken laouen :
Hag hi mont da sellet ouzhin*, [Ku ouzen]
Ha me mont da sellet outi,
Ha me mont goude d’he fediñ,
D’he fediñ ’vit ur jabadao*, [Ku jabadaou]
Ha ni war an dachenn hon daou !
Trema oamp gant an abadenn,
Me ’waske war he dornig gwenn ;
Hag hi c’hoarzhin, c’hoarzhin ken dous
Hag un ael eus ar baradoz* ; [Ku baradouz]
Ha me mont da c’hoarzhin outi ;
Ha ne garan mui nemeti.
Me ’yelo d’he gwelet henoazh,
Ur voulouz ganin, hag ur groaz ;
Ur voulouzenn du hag he c’hroaz,
Prenet e foar Sant Nikolaz,
Sant Nikolaz, hor patron bras,
A vo brav war he goûgig noazh ;
Hag ouzhpenn, ur walenn arc’hant
Da lakaat war he bizig koant,
Da lakaat warnañ da vezo*, [Ku vezou]
Ma soñjo ennon ’wechigoù.
O tont en-dro a di ma dous,
Degou’et ganin ’r c’hemener kozh* ; [Ku kouz]
Ar c’hemener em eus kavet,
Hag ar son-mañ en deus savet.
Son, kloc’h Nizon,
Son, son !