daskor - facebook  daskor - css

Daskor

Son an daol

barzhaz breizh - son an daol (la chanson de table)
Genre
Poésie
Langue
Breton
Source
Paris, Didier et Cie Libraires, 1867
Remarques
Nous avons modernisé l’orthographe tout en conservant certaines tournures d'origine (mutations, particules verbales...).
Transcription
Sébastien Marineau
Dans le même ouvrage :

– O itron Varia Blevin !
Deus an noz ha deus ar mintin,
Ha deus ar mintin pa savan,
Siminal ma dous a welan ;

Moged siminal ma dous koant
A ra din-me kalzig a boan.
Ret eo din mont betek he zi
Evit komz ur wech c’hoazh outi. –

Loeizaig Alan a gane
’Vont gant he saout, ar mintin-se,
’Vont gant he saout d’ar park nevez,
Loeizaig Alan ’gane gae.

Troñset ganti he joblinenn* :    [jobelinenn] 
Glas he lagad, he blev melen,
He jod ruz evel bleuñv skav-gwrac’h ;
Ha galanted a zistaol rac’h.

War ar bazenn e oa pignet
Da zigor ar gleud d’he loened,
Pa welas Pierig, he mignon,
’Tont gant an hent ’trezek an traoñ.

    PIERIG

Ma dousig koant, pa aen d’ho ti
’Vit ho koulenn da zimeziñ,
Roit-hu din-me ur respont vat,
’Vel ’reas gwechall ho mamm d’ho tad.

    LOEIZAIG

Respont a rin deoc’h, den yaouank,
Pa c’houl’it ken soubl ha ken koant ;
Ne fell din lâret gaou ebet,
A-benn diriaou eo ma eured.

’Tro ma c’hêr-me, war an dachenn,
A zo ganin micherourien
Oc’h ober solioù, skabelloù,
Da reiñ da’m zud a-benn diriaou ;

A-benn diriaou eo ma eured ;
Re ziwezhad emaoc’h degou’et,
Hag unan all en deus hadet
Em liorzh bleuñv ar garantez*.    [K garanted] 

    PIERIG

Ganin-me hadet e oa bet,
Ha c’hwi hoc’h eus hen displantet ;
Ha setu hen bremañ sec’het,
Hogen ma c’halon n’emañ ket ;

Ho karout a ran koulskoude,
Ennoc’h e soñjan noz ha deiz,
Ho alan, dre doull an alc’hwez,
A zeu da’m dihun em gwele.

Hanter kant nozvezh emaon bet,
’Toullig ho tour, ne ouiec’h ket,
Ar glav, an avel o’m filat,
Ken ’vere dour deus ma dilhad.

Tri re votoù em eus uzet,
Va dous, ouzh ho tarempredet ;
Setu me gant ar pevare,
C’hoazh n’ouzon ket ma digarez.

    LOEIZAIG

Mar goût ho tigarez ’fell deoc’h,
Selaouit mat, m’hel lâro deoc’h :
Teir gwenodenn a gas d’ho ti ;
Kemer’t unan hep distroiñ mui.

 

Ha Pierig da zistroiñ en-dro
Ken kablus evel ar marv :
– Bezv am boa soñj da gaouet*,    [gaout] 
Ha padal kelvez am eus bet. –