Seizenn eured (2)

Genre
Poésie
Langue
Breton
Source
Paris, Didier et Cie Libraires, 1867
Remarques
Nous avons modernisé l’orthographe tout en conservant certaines tournures d'origine (mutations, particules verbales...).
Transcription
Sébastien Marineau
Dans le même ouvrage :

    II

Da Ouel-Yann-Dibun-an-Eost, ar plac’h a lavare :
– Pell war ar mor e welis eus beg Menez Are,
Pell war ar mor e welis ul lestr hag eñ war var* ;    [LV en danger, cf. arvar] 
Hini ’oa war an aros hennezh hini am c’har.

Gantañ ur c’hleñv* en e zorn, hag eñ e gwall stourmad ;    [c’hleze] 
Tud varv en-dro dezhañ, e roched leun a wad.
Echu eo gant ma den paour ! echu ! e lavare. –
Ha d’an eginan* nevez oa dim’et adarre.    [LV étrennes] 

Ken a oe kaset keloù, keloù mat dre ar vro :
– Echuet eo ar brezel ! deut ar marc’heg en-dro !
Deut eo en-dro d’ar maner, hag eñ drev ha divank* ;    [LV dispos] 
Mont a ra en noz gentañ davet e blac’h yaouank. –

Dre ma tostae ouzh kêr ’gleve son ar c’hwitoù*,    [LV rotes] 
Luc’hañ ’wele ar maner gant ar goulouennoù :
– Eginanerien laouen, ha pa ’maoc’h war vale,
Pezh a vad e-lec’h ’oc’h bet ? pe son a glevan-me ?

– Son ar c’hwitourien, aotroù, o seniñ daou-ha-daou :
« Emañ ar soubenn dre laezh o vont war an treuzaoù. »
Son ar c’hwitourien, avat, o seniñ tri-ha-tri :
« Emañ ar soubenn dre laezh o vont tre ’barzh an ti. » –