Seizenn eured (1)

Genre
Poetry
Language
Breton
Source
Paris, Didier et Cie Libraires, 1867
Notice
The spelling has been modernized, but some forms (mutations, verbal particles...) has been kept.
Transcription
Sébastien Marineau
In the same work :

    I

Antronoz ma oan dim’et e oan-me kemennet ;
Da heuliañ baron Rieg oa ret din-me monet ;
Da heuliañ ’n aotroù baron ha da dreuziñ ar mor,
O klask harpañ, mar geller, barr Bretoned tramor.

– Deus ganin-me, va floc’hig, war ar maez da vale ;
Me a rank-me kimiadañ gant ma mestrez feteiz ;
Me a rank-me kimiadañ fenoz gant ma mestrez,
Pe ma c’halon a ranno em c’hreiz gant an enkrez. –

Dre ma tostae ouzh kêr nemet krenañ na rae ;
Pa eas tre ’barzh an ti, e galon a bike.
– Tostait, va aotroù ker, ha deu’t e-tan an tan ;
Me ’ya da aozañ deoc’h-hu bremañ souden askoan.

– Salv ho kras, va moereb gozh, askoan ne c’houl’an ket,
Nemet komz ouzh ho merc’h, mar bez din aotreet. –
An itron ’dal’ m’e glevas, a dennas he botoù,
Hag a lammas war ar bank war solioù he leroù ;

Lammout ’eure war ar bank war azel* ar gwele :    [LV bord du lit] 
– Dihun, ma merc’h Loida, ha sav eus alese ;
Dihun, ma merc’h, dihun mat, ha sav eus da wele ;
Da gomz ouzh da zen yaouank ’zo erruet ame*. –    [amañ] 

’Oa ket ar gêr achuet, hi a lammas buan,
Diflasket* he blev peurzu war he divskoaz gwenn-kann :    [LV flottants] 
– Siwazh din, va c’haredig, siwazh din, Loida,
Me a rank mont war ar mor, me a rank kimiadañ.

Me a rank mont da Vro-Saoz da heul ost ar baron,
N’eus nemet Doue a oar mar zo keuz em c’halon.
– ’An’ Doue ! ma den yaouank, na it ket war an dour ;
An avel a zo hedro* hag ar mor zo treitour.

Ma teufe deoc’h da vervel, petra ’ve ac’hanon ?
O kaout keloù ouzhoc’h ’rannafe ma c’halon ;
O vonet gant an aodoù deus an eil loj d’eben :
– Klevet hoc’h eus, merdeidi, klevet roud eus ma den ? –

Ar plac’h yaouank a ouele ; eñ en deus he freget :
– Tavit, tavit, Loida, ouzhin na ouelit ket,
Ur sei’enn a gasin deoc’h dimeus glas-alaouret,
Ur sei’enn eured a voug hag hi rumenluiet*. –    [LV étincelante de rubis] 

Neb a welje ar marc’heg ’n e goazez ’tal an tan,
E vuiañ-karet soublik war benn e c’hlin gantañ,
Ganti e kerc’henn e c’hoûg he divrec’h, oc’h ouelañ,
Hep lâret ger, o c’hortoz an deiz da gimiadañ.

Ha pa baras ar gouloù, ar marc’heg a lâre :
– Kanañ a ra ar c'hilhog, ma dous, setu an deiz.
– Ne c'hall ! va muiañ-karet, ne c'hall ! gaou a lavar ;
Nemet al loar war ar roz, nemet al loar a bar. –

– Salv ho kras, me 'wel an heol dre volzennoù an nor ;
Pred* eo din-me kimiadañ, pred* eo din mont war vor. –    [poent]
Hag eñ kuit ; ha trema 'ae 'gwregache* ar biked :
« Evit ar mor bout treitour, treitouroc'h ar merc'hed. »