Filhorez an Aotroù Gwesklen (3)

Rumm
Barzhoniezh
Yezh
Brezhoneg
Orin
Paris, Didier et Cie Libraires, 1867
Evezhiadenn
Reizhet hon eus an doare-skrivañ, ha dalc’het hon eus gant troiennoù orin (ar c’hemmadurioù, ar rannigoù, h.a.).
Treuzskrivañ
Sébastien Marineau
En hevelep levr :

    III

Marc’haridig a lavare
D’he zad ha d’he mamm, er beure :

En he fodad laezh pa groge,
Marc’haridig a lavare :

– Kenavo, mamm, kenavo, tad,
N’ho kwelo mui va daoulagad ;

Kenavo deoc’h va c’hoar henañ,
Ha deoc’h va c’hoarig Frañsezan. –

Hogen, pa oa ar plac’hig mat
O vont d’ar park e-biou ar c’hoad,

Mistr ha mibin ha diarc’hen,
Gant he fodad laezh war he fenn ;

Rogerson, ouzh tour ar c’hastell,
He gwelas o tont eus a-bell :

– Dihun, va floc’h, ha sav timat,
Ma yemp-ni da hersal ur c’had,

Da hersal ur c’hadig penn-gwenn,
Gant ur podad laezh war he fenn. –