Sant Efflamm hag ar roue Arzhur (2)

Genre
Poésie
Langue
Breton
Source
Paris, Didier et Cie Libraires, 1867
Remarques
Nous avons modernisé l’orthographe tout en conservant certaines tournures d'origine (mutations, particules verbales...).
Transcription
Sébastien Marineau
Dans le même ouvrage :

Enoran oa souezhet-bras,
Tronoz beure, pe zihunas,
O c’houzout petra oa degou’et,
Na pelec’h oa aet he fried.

Evel ma red dour er gwazhioù,
E ro he daoulagad daeroù,
Dre ma oa, siwazh de’i, laosket,
Gant he mignon, hag he fried.

Gouelañ ’devoa graet ’pad an deiz,
Hep kavout frealz d’he ene.
Gouelañ goude koan ’devoa graet,
Hep gallout be’añ diboaniet.

Ken a goue’as kousket skuizh tre,
Hag a zeuas de’i un huñvre :
Gwelet he gwaz en he c’hichen
Ken kaer evel an heol melen,

Hag e lâre – Deu’t-hu gane*,    [ganin] 
Mar fell deoc’h miret ho ene ;
Deu’t, hep dale ’bet, war ar maez,
Da ober ho silvidigezh. –

Hag hi, dre hun, da lavaret
– Mont a rin ganeoc’h, va fried ;
’Lec’h a gerfet, da leanez,
Da ober va silvidigezh. –

Ar re gozh o deus lavaret
Penaos e oa hi bet douget,
Hag hi kousket, dreist ar mor bras,
Gant an aelez, da zor he gwaz.

’Toull dor he gwaz pa zihunas,
Tri zaol war an nor a reas :
– Me zo ho tous hag ho pried
A zo gant Doue degaset. –

Hag eñ d’he anaout diouzh he mouezh,
Ha da sevel kerkent, ha ’maez ;
Hag e zorn ’n he dorn e lake,
Gant komzoù kaer dimeus Doue.

Goude ’savas ul lojig de’i,
’Tal he hini, a-gostez kleiz,
’Tal ar feunteun, gant balan glas,
En ur wasked, ’dreñv ar roc’h c’hlaz.

Pellik meur a chomjont eno,
Ken a yeas brud dre ar vro
Eus ar burzhudoù ’devoant graet,
Ha oant bemdez darempredet.

Un noz an dud oa war ar mor
A welas an neñvoù digor,
Hag e klevjont meuleudioù,
Ken a oant bamet o selaou.

Hag antronoz ur baourez gaezh,
Hag hi kollet ganti he laezh,
He bugel o vont da semplañ
A zeuas da gaout Enoran.

Kaer he doa gervel ’toull an nor
Na deue gour evit digor,
Ken a welas tre un toullig
An itron stouet marv-mik.

Hi ken kaer hag an heol melen ;
Hag al loj leun a sklêrijenn ;
Hag ur paotrig gwisket e gwenn
War he zaoulin* en he c’hichen.    [sic] 

Hag hi da ziblas, en ur red
Da gavout Efflamm benniget :
Digor-kaer oa dor an mini*,    [minic’hi] 
Hag eñ marv ’vel e hini.

An traoù-mañ ma n’ankounac’hor,
Ne ma int bet biskoazh e nep levr,
Lakaet ’int bet e gwerzoù,
Da ve’añ kanet en ilizoù.