Sant Efflamm hag ar roue Arzhur (1)

Rumm
Barzhoniezh
Yezh
Brezhoneg
Orin
Paris, Didier et Cie Libraires, 1867
Evezhiadenn
Reizhet hon eus an doare-skrivañ, ha dalc’het hon eus gant troiennoù orin (ar c’hemmadurioù, ar rannigoù, h.a.).
Treuzskrivañ
Sébastien Marineau
En hevelep levr :

Ur brennin eus a Iverni*    [Bro-Iwerzhon] 
En doa ur verc’h da zimeziñ,
Eus ar briñsezed ar vravañ,
Hag hi he anv Enoran*.    [Enora] 

Gant leizh e oa bet goulennet,
Hag holl e oant bet distaolet,
Nemet an aotroù bras Efflamm,
Mab d’ur brennin all, ha drant-flamm.

Met laket en doa en e benn
Monet da ober pinijenn,
En ur minic’hi, en ur c’hoad,
Ha mont kuit digant e c’hwreg vat.

’Deiz an eured, e-kreiz an noz,
An holl er gwele kousket kloz,
Deus he c’hichen e oa lammet,
Ha ’maez deus ar gambr, didrouz naet ;

Ha m’aez deus ar palez eas,
Na den ebet na zihunas ;
Ha pell deus ar gêr skañv ha feul,
Nemet e gi-red en e heul ;

Hag eñ degouezhet gant an traezh,
Ha klask ul lestr bennak a reas :
Kaer en doa sellet a bep tu,
’Wele nikun gant an noz du.

Ken a savas al loar en neñv,
Hag e welas en e gichen
Ur arc’hig toull hag hi kollet,
Hag hi taolet ha distaolet.

Efflamm a grogas ennezhi*,    [enni ?] 
Hag a bignas kerkent enni,
Ha n’oa ket c’hoazh savet an deiz,
Pa oa tostik-tost ouzh a Vreizh.

Breizh neuze a oa trubuilhet
Gant loened gouez ha dragoned,
Hag a wall-gase ar c’hanton
Ha, dreist an holl, bro Lannuon.

Kalz ane’o a oa bet lazhet
Gant penn-tiern ar Vretoned,
Arzhur, a n’eus kavet e bar
Abaoe ’mañ war an douar.

Pa zouareas Sant Efflamm,
Ar roue ’welas oc’h emgann,
E varc’h taget en e gichen,
Gwad deus e fri, ha war e gein ;

Ul loen gouez gantañ tal-ouzh-tal,
Ul lagad ruz e-kreiz e dal,
Skantoù glas en-dro d’e zivskoazh,
Kement hag ur c’hole daou vloaz ;

E lost evel ur viñs houarn,
E veg digor rez e zivskouarn,
Skilfoù ennañ gwenn ha lemmet
Evel an hoc’h gouez, hed-ha-hed.

Tri deiz ’oant en kann evel-se,
Hep ehan eil ’vit egile,
Hag ar roue mont da fatañ,
Pa zegouezhas Efflamm gantañ.

Ar roue Arzhur [a] lavaras
Da Sant Efflamm, ’dal m’e welas :
–’Plijfe deoc’h, aotroù perc’hinour*,    [perc’hirinour] 
Degas din-me ul lommig dour ? –

– Mar plij d’an Aotroù benniget,
Dour a-walc’h a vezo kavet. –
Hag eñ da skeiñ gant penn e vazh,
Dre deir gwech, war beg ar roc’h c’hlaz.

Ken a zilammas ur vammenn
Diouzh beg ar garreg, rak an neñv*,    [evit rag-ann-nen ?] 
A dorras d’Arzhur e sec’hed,
Hag a roas de’añ nerzh ha yec’hed.

Hag eñ d’an dragon adarre,
Ha plantañ ’n e veg e gleze ;
Ken a laoskas ur skrijadenn,
Ha ’kouezhas er mor war e benn.

Ar roue p’en deus hel lazhet,
D’an den Doue en deus lâret :
– Deu’t, m’ho ped, da balez Arzhur,
M’ho lakay en ho plijadur. –

– Salv ho kras, aotroù, na in ket,
D’al lean am eus soñj monet.
Mar plij ganeoc’h, me a chomo
Er roz-mañ, keit ha ma vin bev. –