ar Plac’h dimezet gant Satan (5)

Rumm
Barzhoniezh
Yezh
Brezhoneg
Orin
Paris, Didier et Cie Libraires, 1867
Evezhiadenn
Reizhet hon eus an doare-skrivañ, ha dalc’het hon eus gant troiennoù orin (ar c’hemmadurioù, ar rannigoù, h.a.).
Treuzskrivañ
Sébastien Marineau
En hevelep levr :

    V

An neb a ra tri dimeziñ,
Tri dimeziñ hep eurediñ,
Ez a d’an ifern da leskiñ,

Ken distag diouzh ar baradoz,
Ha ’mañ ’n delienn sec’h diouzh ar roz ;

Ken kuit diouzh baradoz Doue,
Ha ’mañ ’r skourr troc’het diouzh ar gwez.