daskor - facebook  daskor - css

Daskor

ar Plac’h dimezet gant Satan (3)

Genre
Poésie
Langue
Breton
Source
Paris, Didier et Cie Libraires, 1867
Remarques
Nous avons modernisé l’orthographe tout en conservant certaines tournures d'origine (mutations, particules verbales...).
Transcription
Sébastien Marineau
Dans le même ouvrage :

    III

Pa oa sonerien an ebad
O tont d’ar gêr noz diwezhad,

Setu an aotroù bras fichet :
– C’hoari gaer er fest a zo bet ?

– C’hoari gaer a-walc’h en eured,
Met ar plac’h nevez zo kollet.

– Ar plac’h nevez a zo kollet ?
Ha c’hoant ’vez ganeoc’h d’he gwelet ?

– C’hoant a-walc’h hor be d’he gwelet,
Ma n’hor be poan na droug ebet. –

’Oa ket o c’homz peurlavaret
Pa oant gant an aod degouezhet ;

Ha gant ul lestr degemeret,
Hag ar mor bras a oa treuzet,

Lenn an Anken hag an Eskern,
Ha pa oant e toull an ifern.

– Setu sonerien hoc’h eured
A zo deut evit ho kwelet.

Petra ’rofec’h d’an dud vat-mañ,
A zo deut d’ho kwelet amañ ?

– Dalit seizennenn va eured,
Kasit-hi ganeoc’h, mar keret* ;    [mar karit] 

Dalit bizoù aour va eured,
Kasit-eñ d’ar gêr da’m fried.

Livirit dezhañ "na ouel ket,
N’he deus na c’hoant na droug ebet."

Kasit-eñ d’ar gêr da’m fried,
A zo intañv deiz e eured.

Me zo en ur gador aouret,
O veskiñ mez* d’ar re zaonet. –   [hydromel]