daskor - facebook  daskor - css

Daskor

ar Plac’h dimezet gant Satan (2)

Genre
Poésie
Langue
Breton
Source
Paris, Didier et Cie Libraires, 1867
Remarques
Nous avons modernisé l’orthographe tout en conservant certaines tournures d'origine (mutations, particules verbales...).
Transcription
Sébastien Marineau
Dans le même ouvrage :

    II

Teir noz n’am eus kousket banne,
Nag henoz na rin adarre,

Gant c’hwibanoù an naer-wiber,
O c’hwibanat war lez ar stêr.

Hi ’lavare dre he c’hwiban :
– Setu ganin-me c’hoazh unan !

Eus ar gêr-mañ ’meus bet pevar,
Hep charrat nikun d’an douar. –

Daou zen yaouank a ziazez
A oe dimezet an deiz-se.

Triwec’h kemener a oe bet
D’aozañ dezhi sae he eured ;

D’aozañ dezhi sae he eured,
Oa enni daouzek a stered ;

Oa enni daouzek a stered,
Hag an heol hag al loar pentet.

Triwec’h kemener d’he gwiskañ,
Nemet Satan d’he diwiskañ.

An oferenn pa oe kanet,
E tistroas ’barzh ar vered.

O vonet tre ’barzh an iliz,
Oa ken kaer evel bleuñv al liz* ;    [lili] 

O tont en-dro ’trezek dor-sal,
Oa ken vaen* hag un durzhunal*.    [LV faible, durzhunell] 

Setu un aotroù bras fichet,
Hag eñ penn-da-benn houarnezet ;

Hag un tog-houarn aour war e benn,
Hag ur paltok ruz war e gein ;

E lagad evel luc’hedenn,
Dindan e dog-houarn en e benn ;

Ha gantañ un inkane saoz ;
Hag eñ ken du evel an noz,

Un inkane, tan diouzh e dreid,
Evel hini ’n aotroù marc’heg,

An aotroù Piar Izelvet
(Bezet gant Doue pardonet !)

– Taolit din-me ar plac’h nevez,
Da gas da welet da’m zud-me ;

Da gas da’m zud-me da welet ;
Bremaik e vin distroet. –

Kaer oa gortoz ar plac’h nevez,
Ar plac’h nevez na zistroes*.    [zistroas]