Pennhêrez Keroulaz (6)

Genre
Poésie
Langue
Breton
Source
Paris, Didier et Cie Libraires, 1867
Remarques
Nous avons modernisé l’orthographe tout en conservant certaines tournures d'origine (mutations, particules verbales...).
Transcription
Sébastien Marineau
Dans le même ouvrage :

    VI

Ar bennhêrez a lavare,
E Kastellgall, daou viz goude :
– Ne gavfen ket ur c’hannader,
Da zougen da’m mamm ul lizher ? –

Ur pajig yaouank a gomzas
Ouzh an itron pa he c’hlevas :
– Skrivit lizherioù, pa gerfet,
Kannaderien a vo kavet. –

Koulskoude* ul lizher ’skrivas,    [LV donc] 
Ha d’ar paj e-berr he roas,
Gant gourc’hemenn evit e gas
Raktal d’he mamm da Geroulaz.

Pa erruas al lizher ganti,
A oa er sal oc’h ebatiñ
Gant lod tudjentil eus ar vro,
Ha Kerdomaz a oa eno.

P’he doe-hi al lizher lennet,
Da Gerdomaz ’deus lavaret :
– Likit dibrañ kezeg raktal,
Ma’z aimp fenoz da Gastellgall. –

Itron Keroulaz ’c’houlenne,
E Kastellgall pa errue :
– Netra ’nevez zo en ti-mañ,
P’eo stennet ar perzhier ’giz-mañ ?

– Ar bennhêrez ’oa deut amañ
A zo marv en nozvezh-mañ.
- Ma eo marv ar bennhêrez,
Me a zo he gwir lazherez !

Meur ’wech he doa din lavaret :
D’ar markiz Melz n’em roit ket ;
Va roit kent da Gerdomaz ;
Hennezh en deus ar muiañ gras. –

Kerdomaz ha ’r vamm dizeürus,
Skoet gant un taol ken truezus,
Zo en em ouestlet da Zoue,
Er c’hloastr du, evit o buhez.