Pennhêrez Keroulaz (3)

Rumm
Barzhoniezh
Yezh
Brezhoneg
Orin
Paris, Didier et Cie Libraires, 1867
Evezhiadenn
Reizhet hon eus an doare-skrivañ, ha dalc’het hon eus gant troiennoù orin (ar c’hemmadurioù, ar rannigoù, h.a.).
Treuzskrivañ
Sébastien Marineau
En hevelep levr :

    III

Na Salaün a zegouezhas
Da sadorn-noz e Keroulaz,
War e varc’hig du d’ar maner,
’Vel ma oa boazet da ober.

War an nor borzh pa ’neus skoet,
Ar bennhêrez ’neus digoret ;
Ar bennhêrez, o tont er-maez
O reiñ un tamm boued d’ur paourkaezh.

– Pennhêrezig, din leveret*,    [lavarit] 
Pelec’h eo ho tudjentiled ?
– Aet ’int da gas ar chas d’an dour,
Salaün kae prim d’ho sikour.

– Ned eo ket evit dourañ chas
Ez on deuet da Geroulaz,
Nemet evit ober al lez ;
Ra viot furoc’h*, pennhêrez. –    [LV plus gentille]