daskor - facebook  daskor - css

Daskor

Pardon Sant Fiakr (3)

Genre
Poésie
Langue
Breton
Source
Paris, Didier et Cie Libraires, 1867
Remarques
Nous avons modernisé l’orthographe tout en conservant certaines tournures d'origine (mutations, particules verbales...).
Transcription
Sébastien Marineau
Dans le même ouvrage :

    III

Moriz kozh hag e hini a ouele gant glac’har,
O kas kaout o mab Loeizig ’lec’h bennak war an douar :
– Tavit, Moriz Raoualet, tavit, na ouelit ket,
’Benn ur pennadig amzer, ho mab a vo kavet. –

Kement ’vije bet eno ’dije bet kalonad,
O welet Loeiz Raoualet war e gein ’kreiz ar prad,
O welet ar bugel paour marv, e-barzh ar prad,
Dispaket e vlev melen e-kreiz e zaoulagad ;

Kement ’vije bet eno ’dije bet kalonad,
O welet ar bugel paour, war e gein ’barzh ar prad.
N’oa eno na tad na mamm, na kar na mignon ebet,
Hag a zeuje d’e sevel, ’met person Langoned.

 Person Langoned ’lâre, o ouelañ gant glac’har :
– Kenavo, va Loeizig mat ; mont a rez d’an douar.
Me oa hi’v ouzh da c’hortoz en iliz Langoned,
Ha bremañ e vi lakaet e bered ar Faoued. –

Me ho ped, Langonediz, pa zeufet d’ar Faoued,
Mont da lâret ur Pater war bez Loeiz Raoualet ;
Mont da lâret ur Pater war bez Loeiz Raoulet,
En deus kollet e vuhez dre zorn e vignoned.