Pardon Sant Fiakr (1)

Rumm
Barzhoniezh
Yezh
Brezhoneg
Orin
Paris, Didier et Cie Libraires, 1867
Evezhiadenn
Reizhet hon eus an doare-skrivañ, ha dalc’het hon eus gant troiennoù orin (ar c’hemmadurioù, ar rannigoù, h.a.).
Treuzskrivañ
Sébastien Marineau
En hevelep levr :

    I

Tostait holl, tud yaouank, ha c’hwi re gozh ivez,
Hag e klevfot ur gentel ’zo savet a-nevez,
War-benn un den yaouank-flamm a barrez Langoned,
’En deus kollet e vuhez dre zorn e vignoned.

– Deus ganeomp-ni, va mignon, Loeizig Rozaoulet,
Ha ni ’yelo da bardon Sant Fiakr ar Faoued.
– Tremenit, va mignoned, tremenit ned in ket ;
Me zo oc’h ober ma fask gant person Langoned.

– Yec’hed mat deoc’h, tad Moriz, ha deoc’h, Mari Fraoe ;
Lezit ho mab ganeomp-ni da ober ur bale ;
Lezit-eñ dont ganeomp-ni d’ar pardon, ni ho ped,
Ni ’welo reiñ ar boked da berson ar Faoued.

– Tremenit ’ta, tud yaouank, ganeomp a vo lezet,
Nemet ’raok ar c’huzh-heol d’ar gêr ra zo degou’et.
– Tavit, tavit, tad Moriz, tavit, ne chifit ket,
Kent a vo kuzhet an heol, ’vimp d’ar gêr erruet. –

Pa oa achu ar br’egenn hag an oferenn-bred :
– Deu’t-hu ganeomp-ni, Loeizig, da Gerli ar Faoued,
Da goaniañ, ’ti mamm-baeron, dilun e oamp pedet.
– Baleit-hu ho-unan, baleit ned an ket ;

Baleit-hu ho-unan, baleit ned an ket ;
Rak diwe’d e ven er gêr, hag e ven skandalet. –
Kement ’deus graet warne’añ, kement m’en deus sentet ;
Gante Loeizig Rozaoulet da Gerli emañ bet.