Paotred Plouie (3)

Genre
Poetry
Language
Breton
Source
Paris, Didier et Cie Libraires, 1867
Notice
The spelling has been modernized, but some forms (mutations, verbal particles...) has been kept.
Transcription
Sébastien Marineau
In the same work :

III

Paotred Plouie[ou] a lavare :
– Deomp-in da c’hoût hon digarez. –

E Kemper ’dal’ ma errujont,
O aotrounez a c’houlennjont :

– Digorit d’an dud diwar ’maez,
Ma gomzint ouzh o aotrounez.

– It alese, kozh tieien,
Ma na gerit klevet poultr gwenn.

– Ni a ra forzh gant ho poultr gwenn,
Kement a reomp gant ho perc’henn. –

’Oa ket ar gomz peurachuet,
Tregont tieg a zo lazhet ;

Tregont lazhet, ha tri mil tre ;
Hag an tan er gêr, ha ken gae !

Ken a grier : ai ! aou ! ai ! aou !
Truez ! truez ! paotred Plouie[ou] !

Diskaret leizhig a dier,
Nemet hini eskob Kemper,

Hini Rosmadeg, ’n aotroù kaezh,
A zo mat d’an dud diwar maezh ;

A zo den a wad roueoù Breizh,
Hag a zalc’h mat d’hor C’hizioù* reizh.    [coutumes] 

An aotroù eskob a venne,
Er ruioù kêr pa dremene :

– Dale d’an droug, ma bugale !
En an’ Doue ! dale ! dale !

Paotred Plouie[ou], it war ho kiz,
Na vo ket mui torret ar C’hiz. –

Paotred Plouie[ou] ’sentas outañ :
– Deomp-ni war hor c’hiz, ac’hanta ! –

Hogen dre wall-chañs ’deus int graet :
N’int ket holl d’ar gêr erruet.