Paotred Plouie (3)
- Introduction (extraits)
-
Chants mythologiques, héroïques, historiques et ballades
- Diougan Gwenc’hlan
- Aotroù Nann hag ar Gorrigan
- ar Bugel lec’hiet
- ar C’horred
- Liñvadenn Gêr-Is
- Gwin ar C’hallaoued
- Bale Arzhur
- Bosenn Elliant
- Merzhin en e gavell
- Merzhin divinour
- Merzhin barzh
- Distro Merzhin
- Lez-Breizh – ar C’himiad
- Lez-Breizh – an Distro
- Lez-Breizh – Marc’heg ar roue
- Lez-Breizh – Morian ar roue
- Lez-Breizh – ar Roue
- Lez-Breizh – al Lean
- Droug-kinnig Nomenoiou
- Alan al Louarn
- Bran
- ar Falc’hon
- Loeiza hag Abalard
- an Distro eus a Vro-Saoz
- Gwreg ar C’hroazour
- an Eostig
- ar Plac’h dimezet gant Satan
- ar Breur mager
- Kloareg Rohan
- an Tri manac’h ruz
- Janedig-Flamm
- Stourm an Tregont
- an Erminig
- Baron Jaouioz
- Filhorez an Aotroù Gwesklen
- Gwaz aotroù Gwesklen
- an Alarc’h
- Seizenn eured
- Azenorig c’hlas
- Paotred Plouie
- Seziz Gwengamp
- Ened Rosporden
- Jenovefa Rustefan
- Itron Varia Folgoad
- ar Re Unanet
- Fontanella
- Pennhêrez Keroulaz
- Floc’h Loeiz trizek
- Markiz Gwerann
- Maronad an aotroù Névet
- Marv Pontkallek
- Emgann Sant Kast
- Yannig Skolan – ar Gwall-daol
- Yannig Skolan – Truez an ene
- Pardon Sant Fiakr
- Kanaouenn al levier
- Bleunioù mae
- Chants de fêtes et chants d’amour
- Légendes et chants religieux
III
Paotred Plouie[ou] a lavare :
– Deomp-in da c’hoût hon digarez. –
E Kemper ’dal’ ma errujont,
O aotrounez a c’houlennjont :
– Digorit d’an dud diwar ’maez,
Ma gomzint ouzh o aotrounez.
– It alese, kozh tieien,
Ma na gerit klevet poultr gwenn.
– Ni a ra forzh gant ho poultr gwenn,
Kement a reomp gant ho perc’henn. –
’Oa ket ar gomz peurachuet,
Tregont tieg a zo lazhet ;
Tregont lazhet, ha tri mil tre ;
Hag an tan er gêr, ha ken gae !
Ken a grier : ai ! aou ! ai ! aou !
Truez ! truez ! paotred Plouie[ou] !
Diskaret leizhig a dier,
Nemet hini eskob Kemper,
Hini Rosmadeg, ’n aotroù kaezh,
A zo mat d’an dud diwar maezh ;
A zo den a wad roueoù Breizh,
Hag a zalc’h mat d’hor C’hizioù* reizh. [coutumes]
An aotroù eskob a venne,
Er ruioù kêr pa dremene :
– Dale d’an droug, ma bugale !
En an’ Doue ! dale ! dale !
Paotred Plouie[ou], it war ho kiz,
Na vo ket mui torret ar C’hiz. –
Paotred Plouie[ou] ’sentas outañ :
– Deomp-ni war hor c’hiz, ac’hanta ! –
Hogen dre wall-chañs ’deus int graet :
N’int ket holl d’ar gêr erruet.