daskor - facebook  daskor - css

Daskor

II

Disul-gwenn*, goude ’n ofer’n-bred,    [Pentecôte] 
Ar c’hilhog kêr ’barzh ar vered ;

War ziri ’r groaz, Archer Kemper,
E zaoulagad o teviñ taer,

E zaoulagad taer o teviñ
’Vel ur podad dour o virvi.

– Selaouit holl, paotred Plouie[ou],
Selaouit mat an embannoù :

Evit ar bloaz hag an deiz krenn,
Ra vo prizet tra pep perc’henn ;

Ho tier kerkoulz hag ho stuz ;
Ar mizoù diwar ho koust-hu ;

Hag it ’lec’h all, c’hwi hag ho tud,
Gant arc’hant flamm, da glask ur c’hlud –

’Oa ket ar ger peurlavaret,
Savet strafuilh ’barzh ar vered,

Tud kozh ha yaouank da grozañ,
Darn da wac’hañ, darn da ouelañ ;

Darn all da gouezhañ d’an douar,
Mantret ar galon gant glac’har.

– Kenavo, tadoù ha mammoù,
Na stouimp mui war ho pezioù !

Ret eo mont bremañ divroet,
Kuit deus ’lec’h emaomp bet ganet,

Ha war boull ho kalon maget,
Hag etre ho tivrec’h douget.

Kenavo, sent ha sentezed,
Na zeuimp mui d’ho tarempred ;

Kenavo, patron hor parrez,
Ni zo war hent ar baourentez. –

Paotred Plouie[ou] o deus lâret :
– Tavit, merc’hed, na ouelit ket,

Ken na welfet gwad pep tieg
War dreuzoù e di o redek,

Ken na welfet al lomm diwezhañ :
Gwad ar C’hallaoued da gentañ. –

An archer, evel pa glevas,
Diwar saezh ar groaz a lammas,

N’ouie doare pelec’h tec’het ;
’Vel den rak e benn en deus graet ;

’Barzh ar garnel emañ lammet,
E-touez eskern ar Vretoned.

Hogen, klevet ur seurt burzhud :
An eskern a zrask, evel tud ;

Hag a sav sonn, ’em unanet,
Enep an archer war o zreid ;

Ha setu eñ peurzispennet,
Ha dindano peurzouaret.