Paotred Plouie (1)

Genre
Poetry
Language
Breton
Source
Paris, Didier et Cie Libraires, 1867
Notice
The spelling has been modernized, but some forms (mutations, verbal particles...) has been kept.
Transcription
Sébastien Marineau
In the same work :

I

Mallozh d’an heol, mallozh d’al loar,
Mallozh d’ar glizh a gouezh d’an douar !

Mallozh d’an douar, d’an douar Plouie[ou]
A zo kiriek da wall-strivoù,

A zo da wall strivoù kiriek
’Tre an aotroù hag an tieg ;

A lak ar strafuilh war ar maez,
A lak meur a hini diaes,

Meur a zivab, hag intañvez,
Meur a vinour ha minourez,

Meur a grouadur war an hentoù
Gant o mamm, o skuilhañ daeroù.

Mallozh ruz d’an dudjentil kêr
A ra bec’h war al labourer ;

Tudjentil nev’, rederien gall,
Ganet e skorn ur park banal ;

Pere na sell ket mui ouzh Breizh
’Get ouzh koulm naer deut en he neizh.