Gwelet em eus ur fleurenn,
Ur gazeg vihan, hi laouen.

    – O ! – Gra, pa ri tra,
        To, pa ri ti ;
        Gra, pa ri,
        Pa ri tra,

Ne oa soñj de’i nemet da vat,
Nemet da vragal ’barzh ar prad,

    – O ! – Gra, pa ri tra, h.a.

Nemet da beuriñ ar geot glas,
Ha da evañ dour deus ar wazh.

Ken a zeuas ’benn gant an hent
Ur marc’heg yaouank, hag eñ ken !

Hag eñ ken ampart ha ken drant !
E zilhad a aour hag arc’hant.

Hag ar gazeg ’dal’ m’e welas,
En he sav sou’et* a chomas ;    [souezhet] 

Ha goustadig a dostaas,
Hag he fenn d’ar gloued ’astennas ;

Hag ar marc’heg he likaouas,
Hag e veg d’he beg a lakas ;

Ha goude-se he briataas,
Hag hi ’n em gavas en he aes*,    [eas] 

Ha goude ’neus he c’habestret,
Ha goude en deus he senklet.

    – O ! – Gra, pa ri tra, h.a.