Milinerez Pontarv

barzhaz breizh - milinerez pontarv (la meunière de pontaro)
Rumm
Barzhoniezh
Yezh
Brezhoneg
Orin
Paris, Didier et Cie Libraires, 1867
Evezhiadenn
Reizhet hon eus an doare-skrivañ, ha dalc’het hon eus gant troiennoù orin (ar c’hemmadurioù, ar rannigoù, h.a.).
Treuzskrivañ
Sébastien Marineau
En hevelep levr :

E Banaleg zo ’r pardon kaer
’Lec’h ’ya ’r merc’hed koant gant al laer.

    Ha ! ma meil’* a drey,    [evit milin] 
        Diga-diga-di,
    Ha ! ma meil’ a ya,
        Diga-diga-da.

Eno e weler ar baotred,
Gante kezeg bras ha sternet,

Hag o zogoù a zo bleuniet
Evit dirollo ar merc’hed.

Gwilhaouig kromm zo glac’haret,
E Fantig koant en deus kollet.

– Kemenerig, ’n em gonfortit*,    [K gonfortet] 
Ho Fantig koant a vo kavet.

’Mañ du-se e meil’ Pontarv,
Ar baron yaouank war he zro.

– Tok, tok, tok ! – o ! – miliner,
Degas ma dous Fantig d’ar gêr !

– N’em eus gwelet ho tous Fanchon,
’Met ur wech e meil’ ar baron ;

Ur wech amañ e-tal ar pont,
Ur rozennig war he c’halon,

Ganti ur c’hoef ken gwenn hag erc’h
A ’nefe ket bet diganeoc’h*,    [K diganec’h] 

Ur c’horf* voulouz du ’n he c’herc’henn,    [corset e galleg
Hag hen bordet gant arc’hant gwenn ;

Ganti ’deus he brec’h ur paner
Frouezhioù ken melen ha ken kaer !

Frouezhioù deus jardin ar maner,
Bleunioù fin warne, kemener :

En em sell a rae ’barzh ar stêr ;
Ne oa vil, endeo, na dister !

Hag a gane ken alies :
– Me ’garfe bout milinerez,

« Me ’garfe bout, a-greiz-kalon,
Milinerez ’meil’ ar baron. »

– Miliner, n’am godisit ket :
Ma Fantig koant din daskorit*.    [K daskoret] 

– Ha pa rofec’h din pemp kant skoed,
Ho tous Fantig n’ho pezo ket,

« N’ho pezo ket ho tous Fanchon,
Chom a rey e meil’ ar baron ;

« Ho tous Fantig n’ho pezo ket,
Rak emañ ganin gwalennet ;

« Chom a rey gant ’n aotroù Youenn
A zo ur c’hristen mat a zen. »

Milinerien zo paotred gae !
Ne reont mui nemet kanañ ’ne ;

I a lâre ’n ur c’hwitellat :
– Krampouezh hag amann a zo mat !

Krampouezh hag amann a zo mat !
Ha nebeudig eus pep sac’had,

Ha nebeudig eus pep sac’had ;
Hag ar merc’hed kempenn avat !

    Ha ma mil’* a drey,    [evit milin] 
        Diga-diga-di,
    Ha ma mil’ a ya,
        Diga-diga-da.