Merzhin divinour

barzhaz breizh - merzhin divinour (merlin devin)
Genre
Poetry
Language
Breton
Source
Paris, Didier et Cie Libraires, 1867
Notice
The spelling has been modernized, but some forms (mutations, verbal particles...) has been kept.
Transcription
Sébastien Marineau
In the same work :

– Merzhin, Merzhin, pelec’h it-hu,
Ken beure-se, gant ho ki du ?

– You ! you ! ou ! you ! you ! ou ! you ! ! ou ! you ! ou !
You ! you ! ou ! you ! ou !

– Bet ’on bet kas kaout an tu
Da gaout dre-’mañ an ui ruz,

An ui ruz eus an naer-vorek,
War lez an aod, ’toull ar garreg.

Mont a ran da glask d’ar flourenn
Ar beler glas ha ’n aour geotenn,

Koulz hag uhelvarr an dervenn,
E-kreiz ar c’hoad ’lez ar feunteun    [K feunten] 

Merzhin ! Merzhin ! distroit en-dro ;
Laoskit ar varr gant an derv,

Hag ar beler gant ar flourenn,
Kenkoulz hag an aour-geotenn,

Kenkoulz hag ui an naer-vorek,
E-touez an eon ’toull ar garreg.

Merzhin ! Merzhin ! distroit en-dro* :    [en-drou] 
N’he deus divinous nemet Doue*.    [Doue] 

– You ! you ! ou ! you ! you ! ou ! you ! ou ! you ! ou !
You ! you ! ou ! you ! ou !