Merzhin barzh (9)

Genre
Poetry
Language
Breton
Source
Paris, Didier et Cie Libraires, 1867
Notice
The spelling has been modernized, but some forms (mutations, verbal particles...) has been kept.
Transcription
Sébastien Marineau
In the same work :

– Klevit, keginour, me ho ped :
Hag an eured zo achuet ? –

– An eured a zo achuet,
Hag an holl draoù a zo lipet.

Pemzek devezh he deus badet,
Ha dudi a-walc’h a zo bet ;

Aet ’int kuit holl gant profoù mat,
Gant skoaz ar rou’ hag e gimiad ;

Hag e vab-kaer da Vro Leon,
Gant e bried, drev e galon.

Aet ’int kuit, ha laouen-naet ;
Nemet ar roue ned eo ket ;

Merzhin c’hoazh ur wech zo kollet,
N’ouzer doare pelec’h ’mañ aet. –