Merzhin barzh (5)

Genre
Poésie
Langue
Breton
Source
Paris, Didier et Cie Libraires, 1867
Remarques
Nous avons modernisé l’orthographe tout en conservant certaines tournures d'origine (mutations, particules verbales...).
Transcription
Sébastien Marineau
Dans le même ouvrage :

Antronoz pa zarc’has an deiz,
Oa aet da gaout ar roue.

Hag ar roue ’dal m’e welas,
’Chomas war-sav, souezhet-bras ;

Souezhet, ha ’n holl eveltañ :
– Setu goun’et e c’hwreg gantañ ! –

Hag eñ mont un tammig er-maez,
E vab d’e heul hag an o’ac’h kaezh.

Hag i da zont gantañ en-dro,
Unan a-gleiz, unan a-zehoù.

– Gwir eo, ma mab, pezh ’teus klevet :
Da c’hwreg hiriv e teus goun’et.

Hogen un dra c’hoazh a c’houl’an,
Houmañ a vo an diwezhañ.

Mar deus da ober kement-se,
’Vezi gwir vab-kaer ar roue ;

Hag az po ma merc’h hag ouzhpenn
An holl Vro-Leon, dre ma ouenn !

Degas Merzhin-Barzh tre em lez,
Da veuliñ ar briadelezh. –