Marv Pontkallek (3)

Rumm
Barzhoniezh
Yezh
Brezhoneg
Orin
Paris, Didier et Cie Libraires, 1867
Evezhiadenn
Reizhet hon eus an doare-skrivañ, ha dalc’het hon eus gant troiennoù orin (ar c’hemmadurioù, ar rannigoù, h.a.).
Treuzskrivañ
Sébastien Marineau
En hevelep levr :

    III

– Aotroù markiz, tec’hit, tec’hit !
Me ’wel erru an dragoned ;

Me ’wel an dragoned erru ;
Sternoù lugernus, dilhad ruz.

– Me na gredan ket em c’halon,
E krogfe ennon un dragon ;

Na gredan ket ’ve deut ar c’hiz
’Mañ krog an dragon er markiz. –

’Oa ket e gomz peurachuet,
Tre ’barzh ar sal o deus lammet.

Hag eñ da beg ’n e bistolenn :
– Neb a dost ouzhin ’n devo ’n tenn ! –

Ar person kozh ’dal’ m’her gwelas,
Dirak ar markiz ’n em strinkas :

– En anv Doue, ho Salver,
Na dennit ket, ma aotroù ker ! –

Pa glevas anv hor Salver
En deus gouzañvet gant douster ;

Anv hor Salver pa glevas,
Daoust d’e spered eñ a ouelas ;

Rez e galon ’strakas e zent ;
Ken a droc’has, sonn : « Deomp d’an hent ! »

A-dreuz parrez Lignol pa ae,
Ar gouez paour a lavare ;

Lâret a rae al Lignoliz :
– Pec’hed eo eren ar markiz ! –

Pa ae e-bioù parrez Berne,
Degou’et ur frapad bugale :

– ’Mat deoc’h ! ’mat deoc’h ! aotroù markiz ;
Ni ’ya d’ar vourc’h, d’ar c’hatekiz.

– Kenavo, bugaligoù vat ;
N’ho kwelo mui ma daoulagad.

– Da belec’h ’it eta, aotroù ;
Ha dont na reot souden en-dro ?

– Me na ouzon ket, Doue ’r goar ;
Bugale baour, me zo war var. –

O cherisañ* en defe graet,    [LV caresser] 
Panevet e zaouarn ereet.

Kriz ’vije ’r galon na ranne ;
Re ’n dragoned zoken a rae :

Paotred a vrezel, koulskoude,
O deus kalonoù kriz enne.

Ha pa oa degou’et e Naoned,
E oa barnet ha kondaonet ;

Kondaonet, narenn gant tud par,
Nemet tud kou’et diouzh lost ar c’harr.

Da Bontkalleg ’deus-int lâret :
– Aotroù markiz, petra ’peus graet ?

– Pezh a oa dleet din da ober ;
Ha grit-hu ivez ho micher. –