Marv Pontkallek (1)

Rumm
Barzhoniezh
Yezh
Brezhoneg
Orin
Paris, Didier et Cie Libraires, 1867
Evezhiadenn
Reizhet hon eus an doare-skrivañ, ha dalc’het hon eus gant troiennoù orin (ar c’hemmadurioù, ar rannigoù, h.a.).
Treuzskrivañ
Sébastien Marineau
En hevelep levr :

    I

Ur werzenn nevez zo savet ;
War markiz Pontkalleg eo graet ;

    – Treitour ! a !
    Mallozh dit !
    Mallozh dit ’ta !
    Treitour ! a !
    Mallozh dit ! a !

War markiz yaouank Pontkalleg,
Ken koant, ken drant, ken kalonek !

    – Treitour ! a ! etc.

Mignon a oa d’ar Vretoned,
Abalamour ane’o oa deuet ;
    – Treitour ! a ! etc.

Abalamour ane’o oa deuet,
Hag etrezo oa bet maget.

Mignon a oa d’ar Vretoned,
D’ar vourc’hizien ne lâran ket ;

D’ar vourc’hizien ne lâran ket,
A zo a-du ar C’hallaoued ;

A zo atav ’kas gwaskañ re
N’o deus na madoù na levez,

Nemet poan o divrec’h, noz-deiz,
Evit magañ o mammoù d’e.

Laket en devoa en e benn
Disammañ deomp-ni hon hordenn ;

Gwarizi-tag* d’ar vourc’hizien,    [LV dépit] 
O klask an tu ’vit hen dibenn.

– Aotroù markiz, it da guzhet,
An tu a zo gante kavet ! –